Ezdra 9:3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned3 Pa em eus klevet kement-se, e rogis va dilhad ha va mantell, hag e troc'his va blev ha va barv diouzh va fenn, hag ec'h azezis gwall c'hlac'haret. Ver Capítulo |
Neuze Daniel, hag a oa anvet Beltshazar, a chomas sabatuet e-pad un eur, hag e soñjoù a drubuilhe anezhañ. Ar roue a gomzas o lavarout: Beltshazar, ra ne drubuilho ket an huñvre ac'hanout, nag e zisklêriadenn. Beltshazar a respontas o lavarout: Va aotrou, ra vo an huñvre evit ar re a gasa ac'hanout, hag e zisklêriadenn evit da enebourien!