Int ivez, evel o breudeur mibien Aaron, a dennas d'ar sord dirak ar roue David, Zadok, Akimelek, ha pennoù-tadoù an aberzhourien hag al Levited. Hag evel-se e voe, evit ur penn tadoù hag evit an disterañ eus e vreudeur.
E vreudeur, tud kadarn, a voe daou vil seizh kant penn tadoù. Ar roue David a lakaas anezho war ar Rubeniz, ar C'hadiz hag hanter-veuriad Manase, evit holl labour Doue hag evit servij ar roue.
Neuze pennoù tadoù Juda ha Benjamin, an aberzhourien hag al Levited, an holl re a zihunas Doue o spered, a savas evit pignat da sevel ti an AOTROU a zo e Jeruzalem.
Eus va ferzh eo roet urzh ez aio ganit an holl re eus pobl Israel em rouantelezh, hec'h aberzhourien hag he Levited, o devo c'hoant da vont da Jeruzalem,
hag en deus graet ma em eus kavet grad vat dirak ar roue, dirak e guzulierien ha dirak holl briñsed galloudek ar roue. Evel-se ez on bet nerzhekaet, dre ma oa dorn an AOTROU va Doue warnon, hag e tastumis pennoù Israel evit pignat ganin.
an Ezdra-mañ a bignas eus Babilon. Bez' e oa ur skrib desket e lezenn Moizez, en doa roet an AOTROU, Doue Israel. Hag ar roue a roas dezhañ an holl draoù en doa goulennet, dre ma oa dorn an AOTROU e Zoue warnañ.
Hiniennoù eus mibien Israel, aberzhourien, Levited, kanerien, porzhierien, Netiniz, a bignas ivez da Jeruzalem er seizhvet bloaz eus ar roue Artakserksez.