Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




Ezdra 4:4 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

4 Neuze tud ar vro a reas da zaouarn pobl Juda gwanaat, o spontañ anezho pa vañsonent.

Ver Capítulo Copiar




Ezdra 4:4
11 Referencias Cruzadas  

Pa glevas mab Saül e oa marvet Abner en Hebron, e wanaas e zaouarn hag holl Israel a voe trubuilhet.


Hag ec'h adsavjont an aoter war he sichenn, hag aon o doa rak pobloù ar vroioù. Kinnig a rejont warni loskaberzhoù d'an AOTROU, loskaberzhoù ar mintin hag an abardaez.


Hag e paejont a-enep dezho kuzulierien evit lakaat o divizoù da c'hwitañ e-pad holl amzer Kiruz roue Persia, betek ren Dariuz roue Persia.


Hag hon enebourien o doa lavaret: Ne ouezint ket, ne welint netra, betek ma'c'h erruimp en o c'hreiz; hag e lazhimp anezho, hag e raimp paouez al labour.


Hag e komzas dirak e vreudeur ha dirak soudarded Samaria o lavarout: Petra a ra ar Yuzevien digalon-se? O lezel a raimp d'ober? Hag ec'h aberzhint? Hag ec'h echuint hiziv? Hag e lakaint da advevañ ar vein eus ar bernioù poultr-se, pa'z int bet devet?


A-dra-sur, int holl a glaske hor spontañ en ur lavarout: O daouarn a skuizho o labourat, en doare na vo ket graet an oberenn. Bremañ eta, kreñva va daouarn!


Ar pennoù a lavaras d'ar roue: Ra vo lakaet an den-se d'ar marv, digalonekaat a ra an dud a vrezel a van er gêr hag an holl bobl, en ur gomz dezho evel-se. Rak an den-se ne glask ket ar mad met gwalleur ar bobl-mañ.


Met penn rouantelezh Persia en deus stourmet ouzhin e-pad un deiz warn-ugent. Ha setu, Mikael, unan eus ar pennoù-bras, a zo deuet da'm sikour, hag ez on chomet eno e-kichen rouaned Persia.


Hag e lavaras: Ha gouzout a rez perak ez on deuet betek ennout? Ha bremañ e tistroan da stourm ouzh penn Persia. Hag ez in kuit, ha setu penn Javan a zeuio.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos