Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




Ezdra 3:9 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

9 Hag en em zalc'he eno Jezua gant e vibien hag e vreudeur, Kadmiel gant e vibien, mibien Juda, a-gevret, evit eveshaat ouzh ar re a laboure da di Doue, hag ivez mibien Henadad gant o mibien hag o breudeur, al Levited.

Ver Capítulo Copiar




Ezdra 3:9
6 Referencias Cruzadas  

Bez' e oa en o zouez pevar mil warn-ugent evit eveshaat ouzh labour ti an AOTROU , c'hwec'h mil evel skribed ha barnerien,


An dud-se a labouras gant lealded en o oberenn. Jakad hag Abdia, Levited a-douez mibien Merari, ha Zakaria ha Meshullam, a-douez mibien ar Gehatiz, a evezhie anezho. Al Levited, an holl re a oa ampart war ar binvioù-seniñ,


Levited, mibien Jezua ha Kadmiel, a-douez mibien Hodavia, pevarzek ha tri-ugent;


D'an eilvet bloaz adalek o donedigezh e ti Doue e Jeruzalem, d'an eil miz, Zorobabel mab Salatiel, Jezua mab Jozadak, gant an nemorant eus o breudeur, an aberzhourien, al Levited, hag an holl re a oa deuet diouzh an harlu da Jeruzalem a stagas gant al labour. Hag e lakajont Levited, adalek an oad a ugent vloaz ha dreistoc'h, evit eveshaat ouzh labour ti an AOTROU.


War e lerc'h e tresas Binnui mab Henadad ul lodenn all, adalek ti Azaria betek korn ar gognell.


Levited, mibien Jezua ha Kadmiel, a-douez mibien Hodeva, pevarzek ha tri-ugent;


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos