Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




Ezdra 3:6 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

6 Adalek deiz kentañ ar seizhvet miz, e krogjont da ginnig loskaberzhoù d'an AOTROU, petra bennak ma ne oa ket templ an AOTROU diazezet c'hoazh.

Ver Capítulo Copiar




Ezdra 3:6
6 Referencias Cruzadas  

Ha goude-se e kinnigjont al loskaberzh peurbadus, re al loarioù nevez hag holl c'houelioù an AOTROU a oa santelaet, ha re eus pep hini a rae ur prof a youl vat d'an AOTROU.


Hag e rojont arc'hant d'ar venerien ha d'ar gilvizien, ha boued, evajoù hag eoul d'ar Sidoniz ha d'an Diriz, evit degas koad sedrez eus al Liban da vor Jafo, hervez an aotre roet gant Kiruz roue Persia.


Komz da vibien Israel ha lavar: D’ar seizhvet miz, d’an deiz kentañ eus ar miz, ho po un diskuizh, un eñvor embannet gant son an trompilhoù, ur c’hengalv santel.


Ne reot labour-mevel ebet hag e kinnigot d’an AOTROU profoù graet dre an tan.


D'ar seizhvet miz, d'an deiz kentañ eus ar miz, ho po ur c'hengalv santel, ne reot labour-mevel ebet. Bez' e vo sonet an trompilhoù d'an deiz-se.


Kinnig a reot ul loskaberzh e c'hwezh dudius d'an AOTROU: ur c'hole yaouank, un tourz, seizh oan disi eus ur bloaz,


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos