Ezdra 3:4 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
4 Hag e lidjont gouel al logelloù, evel ma'z eo skrivet, hag e kinnigjont loskaberzhoù bemdez, kement ha ma oa ret, evel ma c'hourc'hemenne ar c'hustum evit pep devezh.
Hag e voe lezet eno, dirak arc'h emglev an AOTROU , Azaf hag e vreudeur, evit ober dalc'hmat ar servij dirak an arc'h, hervez ar pezh a zo d'ober bemdez;
d'ar re a oa merket el lignezouriezh evel pared adalek an oad a dri bloaz hag uheloc'h, d'an holl re a yae da di an AOTROU evit ar servij pemdeziek, hervez o c'hargoù hag hervez o c'hevrennoù,
- Gouel an eost, frouezh kentañ eus da labour, eus ar pezh az po hadet er parkeier. - Gouel an dastum, da zibenn ar bloaz, pa ez po dastumet eus da barkeier frouezh da labour.
Setu an traoù a reot evit an AOTROU e-pad ho kouelioù engalvadeg, en tu all d'ho kouestloù ha d'ho profoù a-youl-vat, evit ho loskaberzhoù, evit ho tonezonoù, evit hoc'h evadkinnigoù hag evit hoc'h aberzhoù a drugarekadennoù.