Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Ezdra 1:9 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

9 Ha setu niver anezho: tregont plad aour, mil plad arc'hant, nav c'hontell warn-ugent,

Ver Capítulo Copiar




Ezdra 1:9
14 Referencias Cruzadas  

ar c'hibelloù, ar c'hontilli, an hanafoù, an tasoù, an ezañsoueroù en aour glan, ar mudurunoù aour evit dorojoù ti an diabarzh, da lavarout eo al lec'h santel-meurbet, hag evit dorojoù an ti, da lavarout eo an templ.


Penn ar warded a gasas ivez gantañ an ezañsoueroù, an hanafoù, ar pezh a oa en aour hag ar pezh a oa en arc'hant.


P'o doe echuet, e tegasjont d'ar roue ha da Jehojada nemorant an arc'hant, hag e voe graet gantañ listri evit ti an AOTROU, listri evit ar servij hag evit an aberzh, tasoù ha listri all en aour hag en arc'hant. Hag e voe kinniget dalc'hmat loskaberzhoù e ti an AOTROU, e-pad ma vevas Jehojada.


Huram a reas ar podoù, ar palioù hag an hanafoù. Hag Huram a echuas da ober al labour a rae evit ar roue Salomon e ti Doue:


Ober a reas dek taol hag o lakaas en templ, pemp a-zehou ha pemp a-gleiz. Ober a reas kant hanaf aour.


tregont kib aour, pevar c'hant dek kib arc'hant a eil renk, mil lestr all.


O fouezañ a ris eta en o dorn, c'hwec'h kant hanter-kant talant arc'hant, listri arc'hant evit kant talant, kant talant aour,


ugent hanaf aour a dalveze mil drakm, ha daou lestr arem kaer ha fin, ken prizius hag an aour.


An aberzhourien hag al Levited a zegemeras eta dre bouez an arc'hant, an aour hag al listri, evit o c'has da Jeruzalem, e ti hon Doue.


E brof a voe: ur plad arc'hant a boueze kant ha tregont sikl, ul lestr arc'hant a zek sikl ha tri-ugent, hervez sikl ar santual, o-daou leun a flour bleud mezet gant eoul, evit an donezon,


Aliet gant he mamm, e lavaras: Ro din amañ, war ur plad, penn Yann-Vadezour.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos