Ezdra 1:5 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
5 Neuze pennoù tadoù Juda ha Benjamin, an aberzhourien hag al Levited, an holl re a zihunas Doue o spered, a savas evit pignat da sevel ti an AOTROU a zo e Jeruzalem.
D'ar bloaz kentañ eus Kiruz roue Persia, evit ma vefe sevenet komz an AOTROU lavaret dre Jeremiaz, an AOTROU a zihunas spered Kiruz roue Persia, a reas embann en e holl rouantelezh, ha zoken dre skrid, un urzh a lavare:
D'ar c'hentañ bloaz eus Kiruz roue Persia, evit ma vefe sevenet komz an AOTROU lavaret dre Jeremiaz, an AOTROU a zihunas spered Kiruz roue Persia, a reas embann en e holl rouantelezh, ha zoken dre skrid, un urzh a lavare:
Evel-henn e komz Kiruz roue Persia: An AOTROU, Doue an neñvoù, en deus roet din holl rouantelezhioù an douar, hag eñ e-unan en deus gourc'hemennet din sevel un ti dezhañ e Jeruzalem a zo e Juda.
An holl re a van, e pep lec'h bennak ma'z emaint, ra sikouro tud al lec'h-se anezho gant arc'hant, aour, madoù, loened, en tu-hont d'ar profoù a youl vat a vo kinniget evit an ti eus Doue a zo e Jeruzalem.
Neuze e savis d'an noz, gant hiniennoù eus an dud, met ne zisklêriis da zen ar pezh en doa va Doue lakaet em c'halon d'ober da Jeruzalem. Ne oa ganin loen ebet nemet an hini ma oan warnañ.
An AOTROU a zihunas spered Zorobabel mab Salatiel, gouarnour Juda, ha spered Jozue mab Jozadak, an aberzhour-meur, ha spered an nemorant eus ar bobl, hag e teujont hag en em lakajont da labourat war di AOTROU an armeoù o Doue,