8 Evel ma oa urzhiet, den ne oa bountet da evañ, rak ar roue en doa gourc'hemennet start d'e holl hanafourien servijañ evel ma felle da bep hini.
Roet e veze da evañ e podoù aour, a oa disheñvel etrezo, hag e oa gwin roueel a-fonn, hervez largentez ar roue.
Vasti, ar rouanez, a reas ivez ur fest evit ar gwragez, e palez ar roue Asueruz.
Sentet hon eus ouzh mouezh Jonadab mab Rekab, hon tad, e kement tra en deus urzhiet deomp, e doare ma n'evomp ket a win e-pad hor buhez, na ni nag hor gwragez nag hor mibien nag hor merc'hed,
Babilon a oa un hanaf aour e dorn an AOTROU, hag e vezve an douar holl. Ar broadoù o deus evet eus he gwin, setu perak eo deuet diskiant ar broadoù.
Lavarout a reas dezho: Tennit bremañ anezhañ ha kasit da vestr ar fest. Hag e kasjont.