Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




Efeziz 1:19 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

19 ha pehini eo brasted divuzul e c’halloud a ziskouez en hor c’heñver-ni, ar re a gred, hervez oberiusted galloud e nerzh,

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

19 ha petra eo brazder immans he c’halloud en hor c’henver‐ni, pere a gred, hervez ar vertuz euz an nerz euz he c’halloud,

Ver Capítulo Copiar




Efeziz 1:19
19 Referencias Cruzadas  

Piv en deus kredet hor prezegenn? Da biv eo bet diskuliet brec'h an AOTROU?


Ar pezh a zo ganet eus ar c’hig a zo kig, ar pezh a zo ganet eus ar Spered a zo spered.


da zigeriñ o daoulagad ha d’o lakaat da dremen eus an deñvalijenn d’ar sklêrijenn hag eus galloud Satan da Zoue, evit ma resevint ar pardon eus o fec’hedoù hag un hêrezh e-touez ar re a zo santelaet dre ar feiz ennon.


Rak ne’m eus ket mezh eus Aviel Krist, rak galloud Doue eo evit silvidigezh ar re holl a gred, ar Yuzev da gentañ, ha goude ar Gresian.


Met an teñzor-se hon eus e listri douar evit ma vefe meurded ar galloud roet da Zoue ha nann deomp-ni.


Ha ma’z emañ unan bennak e Krist, hemañ a zo ur grouadenn nevez. An traoù kozh a zo tremenet, setu, an holl draoù a zo deuet da vezañ nevez.


Rak ni a zo e labour, o vezañ bet krouet e Jezuz-Krist evit an oberoù mat en deus Doue kempennet diaraok, evit ma kerzhimp enno.


D’an hini a c’hell ober dre ar galloud a labour ennomp muioc’h eget na c’houlennomp ha na soñjomp,


graet on bet ministr anezhañ dre zonezon gras Doue a zo bet roet din dre nerzh e c’halloud.


A-hend-all, va breudeur, en em greñvait en Aotrou ha dre e nerzh holl c’halloudek.


rak Doue eo a laka ennoc’h ar c’hoant hag an ober, hervez e blijadur mat.


Eñ a gemmo hor c’horf a zismegañs evit e lakaat heñvel ouzh korf e c’hloar, hervez ar galloud en deus da lakaat an holl draoù da blegañ dezhañ.


Evit-se ivez eo e labouran, o stourm gant skoazell e vertuz a labour ennon gant nerzh.


o vezañ bet sebeliet gantañ dre ar vadeziant, ennañ ivez oc’h adsavet a varv dre ar feiz e galloud Doue en deus e adsavet a-douez ar re varv.


rak hon Aviel n’eo ket bet kemennet deoc’h gant komzoù hepken, met ivez gant galloud, gant ar Spered-Santel, ha gant ur surentez leun; c’hwi a oar penaos omp en em renet en ho touez hag e-keñver ac’hanoc’h.


Dre-se ivez e pedomp dalc’hmat evidoc’h, evit ma kavo hon Doue ac’hanoc’h dellezek eus ho kalvidigezh ha ma peurc’hraio gant galloud holl soñjoù hegarat e vadelezh hag oberenn ar feiz,


Hor c’hrouet en deus hervez e volontez gant ger ar wirionez, evit ma vijemp evel ar c’hentañ frouezh eus e grouadurien.


Mar komz unan bennak, ra gomzo hervez gerioù Doue. Mar gra unan bennak ur servij, ra raio anezhañ hervez an nerzh en deus Doue roet dezhañ, evit ma vo en holl draoù roet gloar da Zoue dre Jezuz-Krist, a zo dezhañ ar gloar hag ar galloud e kantvedoù ar c’hantvedoù! Amen.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos