Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




Ar Prezeger 8:5 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

5 An hini a vir ar gourc'hemenn n'asanto da zroug ebet; ha kalon an den fur a anavez an amzer hag ar varnedigezh.

Ver Capítulo Copiar




Ar Prezeger 8:5
21 Referencias Cruzadas  

mibien Isakar, meizek evit merzout an amzerioù hag anavezout petra a rafe Israel: daou c'hant eus o ofiserien, hag o holl vreudeur dindan o urzh;


Neuze ne ruzin ket o sellout ouzh da holl c'hourc'hemennoù.


Met an amiegezed a zoujas Doue ha ne rejont ket ar pezh en doa lavaret roue an Ejipt dezho, hag e lezjont ar baotred da vevañ.


Gwalleur ebet n'en em gavo gant an den reizh, met ar re zrouk a vo bec'hiet a boanioù.


Emañ ar furnez dirak an den poellek, met daoulagad an hini diboell a ya da benn an douar.


Ar fur en deus e galon a-zehou, met an diskiant en deus e galon a-gleiz.


Selaouomp kentel an holl brezegenn-mañ: Douj Doue ha mir e c'hourc'hemennoù, rak setu aze holl zlead an den.


Ar fur en deus e zaoulagad en e benn, hag an diskiant a gerzh en deñvalijenn. Met gouezet em eus ivez ec'h erru un hevelep darvoud ganto holl.


Me a lavar: Mir gourc'hemenn ar roue, ha kement-se abalamour d'al le graet da Zoue.


Efraim a zo gwasket, bec'hiet dre ar varnedigezh, rak aet eo a-youl-gaer war-lerc'h gourc'hemennoù all.


Neuze e lavaras dezho: Rentit eta da Gezar ar pezh a zo da Gezar ha da Zoue ar pezh a zo da Zoue.


Met Pêr ha Yann a respontas dezho: Barnit hag eo reizh dirak Doue sentiñ ouzhoc’h kentoc’h eget ouzh Doue,


Pêr hag an ebestel a respontas: Ret eo sentiñ ouzh Doue kentoc’h eget ouzh an dud.


Setu perak ivez, abaoe an deiz ma hon eus klevet kement-se, n’hon eus ket paouezet da bediñ evidoc’h ha da c’houlenn ma vefec’h leuniet eus anaoudegezh e volontez, e pep furnez ha klevidigezh speredel,


Met ar boued kreñv a zo evit an dud en oad, evit ar re hag o deus dre gustum o skiant doareet da ziforc’hiñ ar mad diouzh an droug.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos