Ar Prezeger 7:12 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
12 Rak goloet emeur dindan skeud ar furnez evel dindan skeud an arc'hant, met an anaoudegezh he deus ar gounid-mañ: ar furnez a ro ar vuhez d'an hini en deus anezhi.
Ha ne'c'h eus ket graet evel un harz en-dro dezhañ, en-dro d'e di, en-dro da gement a zo dezhañ? Benniget ec'h eus oberoù e zaouarn, hag e dropelloù o deus kresket war an douar.
ar re a ya en hent da ziskenn en Ejipt hep bezañ goulennet digant va genoù, evit klask goudor didan galloud Faraon, hag evit kavout repu e skeud an Ejipt.
Pep hini anezho a vo evel ur gwasked ouzh an avel hag ur vod ouzh ar glav, evel gwazhioù-dour en ul lec'h sec'h, evel skeud ur roc'h vras war un douar kras.
Rak n'int ket komzoù didalvez evidoc'h, met ho puhez eo; dre ar c'homzoù-mañ ec'h hiraiot ho teizioù er vro ma'z eot da berc'hennañ, o tremen ar Jordan.
Ya, sellout a ran pep tra evel ur c’holl, abalamour da zreistelezh anaoudegezh Jezuz-Krist va Aotrou. Kollet em eus an holl draoù evitañ, hag e sellan outo evel loustoni, evit ma c’hounezin Krist
Hag ar spernenn a lavaras d'ar gwez: Ma'z eo gant gwirionez ec'h olevit ac'hanon da roue warnoc'h, deuit hag en em lakait dindan va skeud, anez ra zeuio an tan eus ar spern ha ra zevo sedrez al Liban.