hag e lavaras: En noazh ez on deuet eus kof va mamm, hag en noazh e tistroin di. An AOTROU en deus roet, an AOTROU en deus lamet. Ra vo anv an AOTROU benniget!
P'en defe bet un den kant bugel, hag en defe bevet niver a vloavezhioù, ha ma vefe liesaet deizioù e vloavezhioù, ma n'en deus ket bet e ene e walc'h a vadoù, ma n'en deus ket bet ur bez evitañ, me a lavar eo gwelloc'h ur sioc'han egetañ.
Pep tra en em gav ingal gant an holl: an hevelep darvoud d'an den reizh ha d'an den fall, d'an den mat ha glan ha d'an hini dic'hlan, d'an den a ro aberzhoù ha d'an hini na ro ket; bez' emañ eus an den mat evel eus ar pec'her, eus an den a dou evel eus an hini en deus aon da douiñ.
Ne vo ken eno ur bugel pe ur c'hozhiad n'en devo ket peurc'hraet e zeizioù, rak an hini a varvo oadet a gant vloaz a vo yaouank, met ar pec'her hag a vo oadet a gant vloaz a vo milliget.
Ne savint ket evit ma chomfe unan all e-barzh, ne blantint ket evit ma tebrfe unan all. Deizioù va fobl a vo evel deizioù ar gwez, ha va re zibabet a welo labour o daouarn o koshaat.