Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




Ar Prezeger 5:6 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

6 Na lez ket da c'henoù da'z lakaat da bec'hiñ, ha na lavar ket dirak kannad Doue ez eo dre zievezh. Perak e fulorfe Doue en abeg da'z mouezh, hag e tistrujfe oberoù da zaouarn?

Ver Capítulo Copiar




Ar Prezeger 5:6
23 Referencias Cruzadas  

ra zeuio an ael en deus va dieubet a bep droug da vennigañ ar vugale-mañ, ra zougint va anv hag anv va zadoù Abraham hag Izaak ha ra kreskint fonnus bras war an douar!


Ra ne vo ket avius da galon ouzh ar bec'herien, met en em ro dalc'hmat da zoujañs an AOTROU.


Komzoù genoù ar fur a zo leun a c'hras, met muzelloù an diskiant en lonk.


Anavezet em eus e pado da viken kement en deus graet Doue, n'eus netra da lakaat ouzhpenn ha netra da lemel. Ha Doue en gra evit bezañ doujet.


Komz da vibien Israel ha lavar: P’en devo pec’het unan bennak diratozh a-enep unan eus gourc’hemennoù an AOTROU, en ur ober un dra na dle ket bezañ graet,


Mar d-eo ur penn-bras an hini en deus pec’het, en ur ober diratozh a-enep unan eus gourc’hemennoù an AOTROU e Zoue un dra na dle ket bezañ graet, oc’h en em lakaat kablus,


Rak muzelloù an aberzhour a zle mirout an anaoudegezh, hag eus e c'henoù e klasker al lezenn, rak kannad AOTROU an armeoù eo.


Setu ez an da gas va c'hannad, hag e kempenno an hent a-raok din. Hag a-daol-trumm ez aio en e dempl an AOTROU a glaskit, hag Ael an emglev a c'hoantait. Setu e teu, eme AOTROU an armeoù.


An aberzhour a raio an dic'haou evit holl vodadenn mibien Israel, hag e vo pardonet dezho, rak diratozh e vo bet graet hag o devo degaset dirak an AOTROU o frof, ur prof graet dre an tan d'an AOTROU hag un aberzh-dic'haou dirak an AOTROU, abalamour d'an dra graet diratozh.


Dre-se ar wreg, abalamour d’an aeled, a dle kaout war he fenn ur merk eus ar galloud a zo a-us dezhi.


Da bediñ a ran start dirak Doue, an Aotrou Jezuz-Krist hag an aeled dibabet, da virout an traoù-mañ hep van a zen ha d’ober netra en un doare untuek.


Ha n’int ket holl speredoù o vinistrañ, kaset da seveniñ ur servij e-keñver a re a dle kaout ar silvidigezh da hêrezh?


Mar soñj unan bennak ac’hanoc’h bezañ relijius ha ne vestroni ket e deod met e trompl e galon, relijion an den-se a zo didalvez.


Strebotiñ a reomp holl e meur a dra. Ma ez eus unan bennak ha ne strebot ket pa gomz, un den peurvat eo, un den a c’hell mestroniañ ivez e gorf a-bezh.


Lakait evezh ouzhoc’h hoch’-unan, evit na gollimp ket ar frouezh eus hol labour, met ma resevimp ur gopr leun.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos