Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




Ar Prezeger 2:23 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

23 Rak e holl zeizioù n'int nemet glac'har, hag e labour nemet enkrez, en noz zoken ne ziskuizh ket e galon. Kement-se ivez a zo avel.

Ver Capítulo Copiar




Ar Prezeger 2:23
20 Referencias Cruzadas  

Lavarout a reas da Adam: Pa ec'h eus sentet ouzh mouezh da wreg ha pa ec'h eus debret eus ar wezenn em boa roet dit an urzh-mañ diwar he fenn: Ne zebri ket diouti! e vo an douar milliget abalamour dit. Debriñ a ri e frouezh gant poan e-pad holl zeizioù da vuhez,


Jakob a respontas da Faraon: Deizioù bloavezhioù va firc'hirinadenn a zo kant ha tregont vloaz. Deizioù bloavezhioù va buhez a zo bet berr ha fall, n'o deus ket tizhet deizioù bloavezhioù buhez va zadoù en amzer o firc'hirinadennoù.


En noz-se ar roue ne c'hellas ket kousket, hag e c'hourc'hemennas degas levr an eñvorioù: an Danevelloù. Hag e voent lennet dirak ar roue.


An den, ganet gant ar vaouez, a vev nebeud a amzer, hag en deus trubuilhoù e-leizh.


met an den a zo ganet evit ar boan, evel ar fulennoù evit nijal d'an nec'h.


En aner e savit da vintin, en aner e kouskit diwezhat, hag e tebrit ar bara a c'hlac'har. Reiñ a ra kement d'e garet-mat e-pad e gousk.


rak deiz ha noz e poueze da zorn warnon. Va nerzh a zeue da vezañ sec'hded an hañv.  Ehan


Laouena ac'hanomp evit an deizioù ma ec'h eus hor glac'haret, hag ar bloavezhioù ma hon eus bet poanioù.


ha lakaet em eus va c'halon da glask ha da furchal gant furnez kement a vez graet dindan an neñvoù. Hennezh a zo un dra boanius roet digant Doue da vibien an dud, evit bezañ pledet ganti.


Rak gant kalz a furnez ez eus kalz a c'hlac'har, hag an hini a gresk en anaoudegezh a gresk e boan.


Ha prederiet em eus war an holl oberennoù o deus graet va daouarn, hag al labour e oan en em roet dezhañ evit o c'has da benn; ha setu pep tra a zo avel ha poan spered, ha n'eus gounid ebet dindan an heol.


Kousk al labourer a zo dous, pe e tebr nebeut pe e tebr kalz; met gwalc'hadur ar pinvidig ne lez ket anezhañ da gousket.


Debriñ a ra e-pad holl zeizioù e vuhez en deñvalijenn, gant kalz a c'hlac'har, a boan hag a hegas.


Pa em eus lakaet va c'halon da anavezout ar furnez ha da deurel evezh ouzh an traoù a vez graet war an douar, rak an den ne ro diskuizh d'e zaoulagad na deiz na noz,


Ar roue a yeas d'e balez, hag e tremenas an noz o yunañ. Ne voe abeg a joausted ebet en e gichen, ha ne c'hellas ket kousket.


o kreñvaat eneoù an diskibien, oc’h aliañ anezho da genderc’hel er feiz hag o reiñ da anavezout dezho ez eo dre galz a boanioù eo ret deomp mont e rouantelezh Doue.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos