Erruout a reas, pa oa deuet Izaak da vezañ kozh hag e zaoulagad re zinerzh evit gwelout, ma c'halvas Ezaü e vab henañ ha ma lavaras: Va mab! Eñ a respontas: Setu-me amañ!
Va lakaet ec'h eus da welout meur a estrenvan ha meur a boan, hag e tistroez da reiñ ar vuhez din, ha va lakaez da bignat er-maez eus donderioù an douar.
Deizioù hor bloavezhioù a zeu da zek vloaz ha tri-ugent, hag evit ar re greñvañ da bevar-ugent vloaz. Hag ar c'haerañ eus an deizioù-se n'eo nemet poan ha trubuilh, rak tremen a ra buan hag ez eomp kuit.
En deiz-se e krozont en o enep evel ma kroz ar mor, hag en ur sellout ouzh an douar, e vo teñvalijenn hag anken, hag ar sklêrijenn a vo teñvalaet gant koumoul.
Raktal goude glac’har an deizioù-se, an heol a vo teñvalaet, al loar ne roio ket he sklêrijenn, ar stered a gouezho eus an oabl, ha galloudoù an neñv a vo brañsellet.
Adal m'en doa komzet eus arc'h Doue, Eli a gouezhas en a-dreñv diwar e gador, e-kichen an nor, hag e torras e gilpenn, hag e varvas., rak un den kozh ha pouezus e oa. Barnet en doa Israel daou-ugent vloaz.