Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




Ar Prezeger 10:8 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

8 An hini a gleuz ur foz a gouezho enni, hag an hini a doull er c'hleuz a vo flemmet gant un naer.

Ver Capítulo Copiar




Ar Prezeger 10:8
13 Referencias Cruzadas  

Akitofel, o welout ne oa ket graet ar pezh en doa aliet, a zibras e azenn, a savas hag a yeas d'e di en e gêr. Goude m'en doe lakaet urzh en e di, en em grougas hag e varvas. Hag e voe sebeliet e bez e dad.


Ha dek den yaouank hag a zouge armoù Joab, a zeuas en-dro da Absalom hag a skoas gantañ, hag en lazhas.


Hag e krougjont Haman ouzh ar post en doa prientet evit Mardoke. Hag e voe sioulaet kounnar ar roue.


O Doue, sav war an neñvoù! Ra vo da c'hloar war an douar holl!


Reizhder an den eeun a zieub anezhañ, met an douellerien a vo tapet dre o drougiezh.


An hini a doull ur poull a gouezho ennañ, hag an hini a ruilh ur maen a welo anezhañ o tistreiñ warnañ.


An hini a fiñv mein a vo gloazet ganto, hag an hini a faout koad a vo en riskl dioutañ.


evel un den a dec'h dirak ul leon hag a gav un arzh, hag a ya d'e di, a harp e zorn ouzh ar voger hag a zo flemmet gant un naer.


pa en em guzhfent war lein ar C'harmel, o c'hlaskin eno hag o zapin ac'hane, pa dec'hfent a-zirak va daoulagad betek foñs ar mor, e c'hourc'hemennin d'an naer flemmañ anezho,


Dont a reas da di e dad da Ofra, hag e lazhas war un hevelep maen e vreudeur, mibien Jerubbaal, dek den ha tri-ugent. Ne vanas nemet Jotam mab yaouankañ Jerubbaal, rak en em guzhet e oa.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos