Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




Ar Prezeger 10:10 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

10 Mard eo dallet an houarn ha ma n'eo ket bet lemmet e zroc'h, e ranko kreskiñ div wech e nerzh. Met ar furnez he deus ar gounid da reiñ ampartiz.

Ver Capítulo Copiar




Ar Prezeger 10:10
20 Referencias Cruzadas  

Ro da'z servijer ur galon boellek evit barn da bobl, evit merzout etre ar mad hag an droug. Rak piv a c'hellfe barn da bobl, hag a zo ken bras?


mibien Isakar, meizek evit merzout an amzerioù hag anavezout petra a rafe Israel: daou c'hant eus o ofiserien, hag o holl vreudeur dindan o urzh;


An naer a flemm pa n'eo ket hudet, hag an huder ne dalvez ket gwelloc'h.


Labour an diskianted o skuizh, dre ma n'ouzont ket mont betek kêr.


An hini a fiñv mein a vo gloazet ganto, hag an hini a faout koad a vo en riskl dioutañ.


Hag em eus gwelet he deus ar furnez ur gounid war ar follentez, evel ar sklêrijenn war an deñvalijenn.


Gwelloc'h eo ar furnez eget ar binvioù-brezel, met ur pec'her hepken a laka koll madoù bras.


Setu, e kasan ac’hanoc’h evel deñved e-touez ar bleizi, bezit eta evezhiek evel naered ha eeun evel koulmed.


Ho sentidigezh a zo anavezet gant an holl. Levenez am eus eta abalamour deoc’h. Met e c’hoantaan e vefec’h fur e-keñver ar mad ha glan e-keñver an droug.


Breudeur, na vezit ket bugale er pezh a sell ouzh ho prederioù, met bezit bugale vihan e-keñver an droug hag, e-keñver ho prederioù, bezit tud c’hraet.


Mar lemman luc'hedenn va c'hleze, ha mar krog va dorn er varnedigezh, e tennin veñjañs eus va enebourien, hag e kastizin ar re a gasa ac'hanon,


En em renit gant furnez e-keñver ar re a-ziavaez, o tasprenañ an amzer.


Ma vank furnez da unan bennak ac’hanoc’h, ra c’houlenno digant Doue a ro d’an holl gant largentez hep rebech, hag e vo roet dezhañ.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos