E-pad daou-ugent vloaz ec'h eus pourvezet d'o ezhommoù er gouelec'h, hep ma vankfe netra dezho, o dilhadoù n'ejont ket da fall, o zreid ne goeñvjont ket.
peogwir o doa taolet kuit va barnedigezhioù, n'o doa ket kerzhet hervez va reolennoù, disakret o doa va deizioù sabad, rak o c'halon a yae war-lerc'h o idoloù.
dre ma n'o doa ket graet diouzh va barnedigezhioù, dre m'o doa taolet kuit va reolennoù, dre m'o doa disakret va deizioù sabad, ha dre ma oa aet o daoulagad war-lerc'h idoloù o zadoù.
Met en em savjont a-enep din ha ne fellas ket dezho va selaou. Hini anezho ne daolas kuit an traoù euzhus a oa dirak e zaoulagad ha ne zilezas idoloù an Ejipt. Neuze em eus soñjet skuilhañ va fulor warno ha seveniñ va c'hounnar a-enep dezho e-kreiz bro Ejipt.
Komz ouzh holl bobl ar vro hag ouzh an aberzhourien, ha lavar: Pa hoc'h eus yunet ha gouelet d'ar pempvet ha d'ar seizhvet miz, kement-se abaoe dek vloaz ha tri-ugent, hag-eñ eo evidon hoc'h eus yunet?
Bremañ eta, doujit an AOTROU , servijit anezhañ gant eeunder ha fealded, pellait an doueoù o deus servijet ho tadoù en tu all d'ar stêr hag en Ejipt, ha servijit an AOTROU .