Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Agge 1:9 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

9 Gortoz a raec'h kalz, ha setu nebeut eo bet! E gaset hoc'h eus d'ar gêr, met c'hwezhet em eus warnañ. Perak? eme AOTROU an armeoù. En abeg da'm zi, dre ma'z eo gwastet, e-pad ma hast pep hini evit e di e-unan.

Ver Capítulo Copiar




Agge 1:9
25 Referencias Cruzadas  

Bez' e voe en amzer David un naonegezh a badas tri bloaz lerc'h-ha-lerc'h. David a glaskas dremm an AOTROU, hag an AOTROU a respontas: En abeg da Saül ha d'e di gwadsec'hedik eo, dre m'en deus lakaet d'ar marv tud Gabaon.


Foñs ar mor en em ziskouezas, diazezoù ar bed a voe dizoloet, gant gourdrouz an AOTROU, gant c'hwezh avel e zivfron.


Setu ez an da lakaat ennañ ur spered e doare ma tistroio d'e vro o vezañ klevet un nevezenti bennak. Hag e lakain anezhañ da gouezhañ dre ar c'hleze en e vro.


Lavarout a rin da Zoue: Na'm c'hondaon ket, ro din da c'houzout perak ez out em enep.


Unan a zispign ha koulskoude e kresk, hag unan all a espern strizh hag e vo en dienez.


Lec'h ar marv hag an distruj n'o deus biken o gwalc'h, evel-se daoulagad an den a zo diwalc'hus.


An holl draoù a labour muioc'h eget na c'hellfe an den lavarout; al lagad n'en deus ket e walc'h da welout, nag ar skouarn da glevout.


Ar geot a zisec'h hag ar bleuñv a gouezh, pa dremen warno Spered an AOTROU; a-dra-sur, evel geot eo ar bobl.


Dek keñver gwinieg ne roint nemet ur bat, hag un homer a had ne roio nemet un efa.


Hadet o deus gwinizh hag ec'h eostont draen, roet o deus bec'h hep gounid. Mezh hoc'h eus gant hoc'h eostoù, en abeg da gounnar entanet an AOTROU.


Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Ra vo lamet an diarenn ha tennet ar gurunenn, cheñchet e vo an traoù, ar pezh a zo izel a vo uhelaet, ar pezh a zo uhel a vo izelaet.


D’ar pempvet bloaz e tebrot ar frouezh anezho, hag e kresko deoc’h ar c’hementad dastumet. Me eo an AOTROU ho Toue.


Daoust hag-eñ e vefe an amzer evidoc'h da chom e tiez lambrusket, e-pad ma'z eo an ti-mañ gwastet?


Hadet hoc'h eus kalz, met dastumet hoc'h eus nebeut; debret hoc'h eus, met n'hoc'h eus ket bet ho kwalc'h; evet hoc'h eus, met n'hoc'h eus ket torret ho sec'hed; gwisket hoc'h eus, met n'oc'h ket tommet; gounid an hini en em c'hopra a zo lakaet en ur sac'h toullet.


Ma ne selaouit ket, ha ma ne lakait ket ho kalon da reiñ gloar da'm anv, eme AOTROU an armeoù, e kasin warnoc'h ar vallozh, hag e vallozhin ho pennozhioù. Ya, mallozhiñ a rin anezho dre ma ne lakait ket ho kalon da-se.


Kas a ri kalz a had d'ar parkeier met dastum a ri nebeud diouto, rak debret e vo gant ar c'hilheien-raden.


Met un dra bennak am eus a-enep dit: dilezet ec’h eus da garantez gentañ.


Tamall ha kastizañ a ran ar re holl a garan. Az pez gred eta ha keuz.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos