Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Agge 1:4 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

4 Daoust hag-eñ e vefe an amzer evidoc'h da chom e tiez lambrusket, e-pad ma'z eo an ti-mañ gwastet?

Ver Capítulo Copiar




Agge 1:4
25 Referencias Cruzadas  

ar roue a lavaras da Natan ar profed: Sell, emaon o chom en un ti sedrez, hag arc'h Doue a zo dindan pallinier.


Met lavarout a reas dezhañ: Va c'halon, ha ne oa ket aet aze, el lec'h ma tiskennas an den-se diwar e garr da'z kavout? Hag emañ an amzer da gemer arc'hant, da gemer dilhad, gwez-olivez, gwini, deñved, ejened, servijerien ha servijerezed?


Sevel a ri, truez az po ouzh Sion, rak poent eo kaout truez outi, an amzer a zo deuet.


Entanet o deus da santual, taolet d'an douar ha disakret o deus chomlec'h da anv.


ur mare evit lazhañ hag ur mare evit yac'haat, ur mare evit diskar hag ur mare evit sevel,


a lavar: Sevel a rin din un ti bras ha kambroù frank, a doull prenestroù, a lambrusk gant sedrez, hag a liv e ruz.


Mika ar Morastad a brofedas en deizioù Ezekiaz roue Juda, hag a gomzas da holl bobl Juda o lavarout: Evel-henn e komz AOTROU an armeoù: Sion a vo aret evel ur park, Jeruzalem a vo troet en ur bern distruj, menez an templ e lec'hioù uhel ur goadeg.


me a lakaio an ti-mañ evel Silo, hag e rin eus ar gêr-mañ ur vallozh evit holl vroadoù an douar.


Evel-henn e komz an AOTROU: El-lec'h-mañ, ma lavarit diouti: Ur gouelec'h eo, hep den na loen, e kêrioù Juda hag e straedoù Jeruzalem, a zo glac'haret, hep den, hep annezad, hep loen, e vo klevet c'hoazh


Evel-henn e komz AOTROU an armeoù: El lec'h-mañ, ur gouelec'h hep den na loen, hag en e holl gêrioù, e vo lochennoù evit ar vêsaerien, a lakaio o zropelloù da ziskuizhañ enno.


Deviñ a reas ti an AOTROU, ti ar roue hag holl diez Jeruzalem. An holl diez bras a voe devet dre an tan.


An Aotrou en deus kasaet e aoter hag taolet kuit e santual. Lakaet en deus mogerioù e balezioù en daouarn an enebour. Graet o deus trouz e ti an AOTROU, evel d'un deiz gouel.


Penaos eo teñvalaet an aour ha kemmet an aour glan? Penaos eo stlabezet mein ar santual e kognoù pep straed?


Lavar da di Israel: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Setu, emaon o vont da zisakrañ va santual, lorc'h ho kalloud, plijadur ho taoulagad, ar pezh a gar hoc'h eneoù. Hag ho mibien hag ho merc'hed hoc'h eus lezet a gouezho dre ar c'hleze.


D’ar pempvet bloaz e tebrot ar frouezh anezho, hag e kresko deoc’h ar c’hementad dastumet. Me eo an AOTROU ho Toue.


Setu perak en abeg deoc'h, Sion a vo troet he douar evel ur park, Jeruzalem a zeuio da vezañ ur bern rivinoù, ha menez an ti ur c'hrec'h goloet a goadeg.


Setu perak e voe disklêriet komz an AOTROU dre Agge ar profed, o lavarout:


Bremañ eta evel-henn e komz AOTROU an armeoù: Taolit evezh ouzh ho hentoù.


Gortoz a raec'h kalz, ha setu nebeut eo bet! E gaset hoc'h eus d'ar gêr, met c'hwezhet em eus warnañ. Perak? eme AOTROU an armeoù. En abeg da'm zi, dre ma'z eo gwastet, e-pad ma hast pep hini evit e di e-unan.


Met klaskit da gentañ rouantelezh Doue hag e reizhder, hag an holl draoù-se a vo roet deoc’h ouzhpenn.


rak e klaskont holl o mad o-unan ha nann hini Jezuz-Krist.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos