Abdia 1:13 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
13 n'a ket dre zorojoù va fobl en deiz he glac'har; na gav ket dudi gant he gwalleur en deiz he glac'har; n'astenn ket da zaouarn etrezek he madoù en deiz he glac'har;
He gopridi ivez a zo en he c'hreiz evel leueoù lart. Int ivez a dro kein dezhi, tec'hout a reont a-gevret, ne zalc'hont ket, rak deiz o glac'har a zo deuet warno, amzer o c'hastiz.
Dre ma ec'h eus bet ur gasoni beurbadus, ha ma ec'h eus roet mibien Israel da c'halloud ar c'hleze da zeiz o glac'har, da vare ma oa deuet o direizhder da benn,
en abeg da-se e profedi hag e lavari: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Peogwir, ya, peogwir hoc'h eus bet lakaet en glac'har ha lonket a bep tu, evit ma vefec'h perc'hennet gant ar broadoù all, ha ma vefec'h sujet da deod ha dismegañs an dud,