Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




2 Timote 2:11 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

11 Ar ger-mañ a zo gwir: Mar d-omp marv gantañ, e vevimp ivez gantañ;

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

11 Gwir eo ar gomz‐man: Mar marvomp assambles ganthan, e vevimp ive assambles ganthan.

Ver Capítulo Copiar




2 Timote 2:11
12 Referencias Cruzadas  

C’hoazh un nebeud amzer hag ar bed ne’m gwelo ken, met c’hwi am gwelo, abalamour ma vevan ha ma vevot ivez.


Rak mar d-omp bet unanet asambles en heñveledigezh ouzh e varv, e vimp ivez en e adsavidigezh a varv,


Hogen, mar d-omp marv gant Krist, e kredomp e vevimp ivez gantañ,


Rak, petra bennak ma’z eo bet staget ouzh ar groaz en dinerzhded, koulskoude ez eo bev dre c’halloud Doue. Ni ivez a zo dinerzh ennañ, met bevañ a raimp gantañ dre c’halloud Doue en ho keñver.


dougen a reomp atav en hor c’horf marv an Aotrou Jezuz, evit ma vo ivez buhez Jezuz diskuliet en hor c’horf.


neuze, ni ar re a vo bev hag a vo chomet, e vimp dilamet asambles ganto er goabrennoù, d’en em gavout gant an Aotrou en aer, hag evel-se e vimp atav gant an Aotrou.


eñ hag a zo bet marvet evidomp, evit, pe e veilhimp pe e kouskimp, ma vevimp asambles gantañ.


Ar ger-mañ a zo asur ha dellezek a bep fiziañs: Jezuz-Krist a zo deuet er bed evit salviñ ar bec’herien, ez on-me ar c’hentañ anezho.


Ar ger-mañ a zo asur: mar fell da unan bennak bezañ eskob, e c’hoanta ur garg vat meurbet.


Ar ger-mañ a zo gwir hag e fell din e asurez gant nerzh an traoù-mañ, evit ma lakaio ar re o deus kredet e Doue d’en em reiñ d’an oberoù mat. Setu an traoù a zo mat ha talvoudus d’an dud.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos