Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




2 Samuel 24:15 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

15 Hag an AOTROU a gasas ar vosenn war Israel, adalek ar mintin betek an amzer merket, hag e varvas er bobl adalek Dan betek Beer-Sheba dek mil den ha tri-ugent.

Ver Capítulo Copiar




2 Samuel 24:15
11 Referencias Cruzadas  

Hag ar roue a lavaras da Joab penn an arme, a oa en e gichen: Kae, kerzh dre holl veuriadoù Israel, adalek Dan betek Beer-Sheba, gra an niveradeg eus ar bobl, evit ma ouezin niver ar bobl.


Hag an AOTROU a gasas ar vosenn war Israel, hag e kouezhas dek mil den ha tri-ugent eus Israel.


Joab mab Zeruja en doa staget gant o niveradeg, met n'echuas ket rak ar gounnar a zeuas war Israel en abeg da-se. Hag o niver ne oa ket kontet e niveradeg Danevelloù ar roue David.


War gevrenn an eil miz e oa Dodai an Akokiad; Miklod a oa ivez ur rener eus e gevrenn; hag e gevrenn he doa pevar mil den warn-ugent.


Ael an AOTROU a zeuas hag a skoas e kamp an Asiriz, war gant pemp ha pevar-ugent mil den. Pa voed savet abred diouzh ar beure, setu, e oa korfoù marv a bep tu.


AOTROU, klevet em eus ar pezh ac'h eus roet da glevout. Leuniet on a aon. AOTROU, e-pad ar bloavezhioù, laka da oberenn da advevañ! E-pad ar bloavezhioù, ro-hi da vezañ anavezet! Ez kounnar, az pez soñj da gaout truez!


Hag e varvas pevar mil warn-ugent eus ar gouli.


Rak ur vroad a savo a-enep ur vroad all hag ur rouantelezh a-enep ur rouantelezh all, hag e vo e meur a lec’h naonegezhioù, bosennoù ha krenoù-douar.


Me a sellas ha setu, ur marc’h drouklivet en em gavas. An hini a oa pignet warnañ a oa anvet ar marv, ha lec’h ar marv a gerzhe d’e heul. Ar galloud a oa roet dezho war ar bedervet lodenn eus an douar evit lakaat an dud da vervel dre ar c’hleze, dre an naonegezh, dre ar varvelezh ha dre loened gwez an douar.


Hogen an AOTROU a skoas war dud Bet-Shemesh, dre m'o doa sellet ouzh arc'h an AOTROU . Hag e skoas e-touez ar bobl war hanter-kant mil dek den ha tri-ugent. Ar bobl a reas kañv, dre m'en doa skoet an AOTROU warno gant ur gouli bras.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos