23 Enoret e voe muioc'h eget an tregont, met ne oa ket kevatal d'an tri c'hentañ. David a lakaas anezhañ en e guzul.
Joab a oa penn holl arme Israel, Benaja mab Jehojada a oa penn ar Geretiz hag ar Beletiz,
Setu ar pezh a reas Benaja mab Jehojada, hag e voe brudet e anv e-touez an tri den kadarn.
Asael breur Joab a oa e-touez an tregont, Elkanan mab Dodo eus Betlehem,
Degas a reas ivez eus Betak hag eus Berotai, kêrioù Hadadezer, arem e-leizh.
ar Benaja-mañ a oa kalonek e-touez an tregont, hag a-us d'an tregont; en e gevrenn e oa Amizadab e vab.
Mard eo un den kreñvoc'h eget unan hepken, daou a c'hello herzel outañ. Ar gordenn teir breunenn ne dorr ket buan.
Akimelek a respontas d'ar roue o lavarout: Piv eta, a-douez da holl servijerien, a zo ken leal ha David mab-kaer ar roue, a zo aet war da c'hourc'hemenn, hag a zo enoret ez ti?