Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




2 Samuel 19:37 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

37 Mar plij, ra zistroio da servijer, ha ra varvin em c'hêr, tost ouzh bez va zad ha va mamm. Met setu, da servijer Kimham a dremeno gant ar roue va aotrou; gra evitañ ar pezh a gavi mat.

Ver Capítulo Copiar




2 Samuel 19:37
15 Referencias Cruzadas  

Pa vin kousket gant va zadoù, kas ac'hanon eus an Ejipt ha sebeilh ac'hanon en o bez. Eñ a respontas: Me a raio hervez da gomz.


Israel a lavaras da Jozef: Setu, ez an da vervel met Doue a vo ganeoc'h, hag e tistroio ac'hanoc'h da vro ho tadoù.


E gas a rejont da vro Ganaan hag e sebeilhjont anezhañ e kev park Makpela, a brenas Abraham digant Efron an Hitit evel ul lec'h-bez, hag a zo a-dal da v-Mamre.


Da servijer a yelo un tammig en tu all d'ar Jordan gant ar roue, met perak e fellfe d'ar roue reiñ din un hevelep gopr?


Ar roue a lavaras: Ra dremeno Kimham ganin, hag e rin evitañ kement a gavi mat, rak kement a fello dit kaout diganin, me en roio dit.


Ac'hane ez eas ar roue da C'hilgal, ha Kimham a yeas gantañ. Evel-se holl bobl Juda hag un hanter zoken eus pobl Israel a yeas gant ar roue.


met ma'z out distroet, ma ec'h eus debret bara hag evet dour el lec'h em boa lavaret dit: Ne zebri ket bara eno, n'evi ket dour eno, da gorf marv ned aio ket e bez da dadoù.


Diwar-benn mibien Barzilhai ar Galaadad, e vi madelezhus en o c'heñver, hag e vint gant ar re a zebro ouzh da daol, rak deuet int etrezek ennon pa dec'hen dirak Absalom da vreur.


Azaria mab Natan a oa penn ar verourien; Zabud mab Natan a oa ar c'hentañ ofiser ha mignon ar roue;


Hag ez ejont hag e chomjont en ostaleri Kimhan e-kichen Betlehem, evit en em dennañ en Ejipt,


Rak me a ya da vezañ aberzhet hag amzer va disparti a dosta.


Ha setu, mont a ran hiziv dre hent an holl douar. Gouzout a rit eus hoc'h holl galon hag eus hoc'h holl ene, penaos n'eo ket kouezhet ur gomz hepken eus an holl gomzoù mat en deus lavaret evidoc'h an AOTROU ho Toue. Kement tra eo peurc'hraet evidoc'h, n'eo ket kouezhet ur gomz hepken.


o c’houzout penaos e kuitain prest va zabernakl, evel ma en deus an Aotrou Jezuz-Krist roet din da anavezout.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos