mab Geber e Ramod-Galaad, ha dezhañ e oa bourc'hioù Jair mab Manase e Galaad, hag ivez rannvro Argob e Basan ha tri-ugent kêr gant mogerioù ha barrennoù arem;
Ar profed Elizea a c'halvas unan eus mibien ar brofeded hag a lavaras dezhañ: Gouriz da zivgroazell, kemer ez torn ar vuredad eoul-mañ, ha kae da Ramod-Galaad.
Pa voe erru eno, pennoù an arme a oa azezet, hag e lavaras: Me am eus da gomz ouzhit, kabiten! Ha Jehu a lavaras: Da behini ac'hanomp-holl? Hag e lavaras: Dit-te kabiten!