Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




2 Rouned 8:7 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

7 Elizea a yeas da Zamask. Ben-Hadad roue Siria a oa gwall glañv, hag e voe lavaret dezhañ: Den Doue a zo deuet betek amañ.

Ver Capítulo Copiar




2 Rouned 8:7
18 Referencias Cruzadas  

Neuze, o vezañ lodennet e dud, en em daolas warno en noz, eñ hag e servijerien, hag e pilas anezho. Mont a reas war o lerc'h betek Hoba, a zo a-gleiz da Zamask.


Dastumet en doa tud a-enep dezhañ, hag e oa penn ur strollad pa lazhas David anezho, hag ez ejont da Zamask, hag e chomjont eno, hag e renjont.


Setu, un den Doue a zeuas eus Juda da Vetel, a-berzh komz an AOTROU, e-pad ma en em zalc'he Jeroboam ouzh an aoter evit lakaat da vogediñ.


Asa a gemeras an holl arc'hant hag aour chomet e teñzorioù ti an AOTROU hag e teñzorioù ti ar roue, hag a roas anezho d'e servijerien. Hag ar roue Asa o c'hasas da Ven-Hadad mab Tabrimon, mab Hezjon, roue Siria a oa o chom e Damask, en ur lavarout:


Ben-Hadad roue Siria a zastumas e holl arme. Bez' e oa gantañ daou roue ha tregont, ha kezeg ha kirri. Hag e pignas da sezizañ Samaria ha d'ober brezel outi.


Ben-Hadad a lavaras dezhañ: Reiñ a rin dit en-dro ar c'hêrioù en doa va zad tapet da'z tad, hag e ri straedoù dit e Damask, evel m'en doa va zad graet e Samaria. Hag Akab a lavaras: Me az lezo da vont gant an emglev-se. Ober a reas un emglev gantañ, hag en lezas da vont kuit.


Akazia a gouezhas dre gael e gambr uhel e Samaria, hag e voe klañv. Hag e kasas kannaded en ur lavarout dezho: It da c'houlenn ali digant Baal-Zebub doue Ekron, evit gouzout hag-eñ e savin eus ar c'hleñved-se.


Pa welas anezhañ mibien ar brofeded a oa e Jeriko, a-dal, e lavarjont: Emañ bremañ spered Elia war Elizea. Hag e teujont en arbenn dezhañ, hag e stoujont d'an douar dirazañ.


Neuze Gehazi, servijer Elizea den Doue, a lavaras: Setu, va mestr en deus espernet Naaman ar Siriad, ha n'en deus ket degemeret eus e zorn ar pezh en doa degaset. An AOTROU a zo bev! Me a redo war e lerc'h, hag em bo un dra bennak digantañ.


Unan eus e servijerien a lavaras dezhañ: N'eus hini ebet, o roue va aotrou! Met Elizea, ar profed a zo en Israel, a zisklêr da roue Israel ar c'homzoù a lavarez er gambr ma kouskez.


Goude an traoù-se e c'hoarvezas ma tastumas Ben-Hadad roue Siria e holl arme, hag e pignas da sezizañ Samaria.


Neuze ar roue a reas goulennoù digant ar vaouez, hag hi a zisklêrias an traoù dezhañ. Ar roue a roas ur spazhad dezhi, en ur lavarout: Gra resteurel dezhi kement a zo dezhi, gant holl leveoù he farkeier abaoe an deiz ma he deus kuitaet ar vro betek bremañ.


Rak kêrbenn ar Siria eo Damask, penn Damask eo Rezin. A-benn pemp bloaz ha tri-ugent, Efraim a vo lakaet a-dammoù ha ne vo ken ur bobl.


Hag evel na zistroe ket c'hoazh, e lavaras dezhañ: Distro da gavout Gedalia mab Ahikam mab Shafan, en deus roue Babilon lakaet war gêrioù Juda, ha chom gantañ e-touez ar bobl, pe d'al lec'h ma kavo dit e vo reizh mont. Ha penn ar warded a roas dezhañ boued ha profoù hag en lezas mont.


Ne gavjont ket anezho hag e stlejjont Jason hag hiniennoù eus ar vreudeur dirak ar pennoù-kêr, o krial: An dud-mañ o deus trubuilhet ar bed hag a zo ivez amañ,


Moizez, den Doue, a vennigas mibien Israel dre ar vennozh da heul, kent mervel.


Lavaret e voe da re C'haza: Samzun a zo deuet amañ. Kelc'hiañ a rejont anezhañ, hag en em zalc'hjont e spi a-enep dezhañ e-pad an noz ouzh dor kêr, hag e chomjont didrouz e-pad an noz holl o lavarout: Da c'houloù-deiz e lazhimp anezhañ.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios