Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




2 Rouned 8:1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

1 Elizea en doa komzet ouzh ar vaouez m'en doa adroet ar vuhez d'he mab, o lavarout: Sav ha kae, te ha da diegezh, da chom el lec'h ma c'helli, rak an AOTROU en deus galvet an naonegezh, ha dont a ra war ar vro evit seizh vloaz.

Ver Capítulo Copiar




2 Rouned 8:1
31 Referencias Cruzadas  

Bez' e voe un naonegezh er vro hag Abram a ziskennas en Ejipt da chom eno, rak an naonegezh a oa bras er vro.


Bez' e voe un naonegezh er vro-se, ouzhpenn an hini gentañ a oa bet en amzer Abraham. Izaak a yeas etrezek Abimelek roue ar Filistined, da C'herar.


Jozef a lavaras da Faraon: Ar pezh en deus gwelet Faraon en e huñvre a zo un dra hepken, Doue en deus disklêriet da Faraon ar pezh ez a d'ober.


Ha diwar-benn ma'z eo an huñvre en em roet div wech da Faraon, eo abalamour ma'z eo kement-se divizet gant Doue, ha pres 'zo gant Doue henn ober.


Ar seizh bloavezh a naonegezh a zeuas, evel m'en doa lavaret Jozef. An naonegezh a voe en holl vroioù met en holl vro Ejipt e voe bara.


Lavarout a rejont da Faraon: Evit chom er vro ez omp deuet, n'eus ken a beuriñ evit loened da servijerien rak an naonegezh a zo bras e bro Ganaan. Lez eta da servijerien da chom e bro C'hoshen.


Bez' e voe en amzer David un naonegezh a badas tri bloaz lerc'h-ha-lerc'h. David a glaskas dremm an AOTROU, hag an AOTROU a respontas: En abeg da Saül ha d'e di gwadsec'hedik eo, dre m'en deus lakaet d'ar marv tud Gabaon.


Gad a zeuas eta da gavout David hag en roas da anavezout dezhañ o lavarout: Petra a fell dit e c'hoarvezfe ganit, pe seizh vloaz a naonegezh ez pro, pe tri miz o tec'hout dirak da enebourien hag int da redek war da lerc'h, pe tri devezh a vosenn ez pro? Bremañ dit da brederiañ ha da welout ar pezh am eus da respont d'an hini en deus va c'haset.


Elia an Tishbiad, unan eus annezidi Galaad, a lavaras da Akab: Bev eo an AOTROU Doue Israel, en em zalc'han dirazañ! E-pad ar bloavezhioù-mañ ne vo na glizhenn na glav, nemet da'm c'homz.


Elia a yeas d'en em ziskouez da Akab. An naonegezh a oa bras e Samaria.


Ar bugel a greskas, hag e c'hoarvezas ma'z eas un deiz da gavout e dad, e-kichen ar vederien,


Neuze e c'halvas Gehazi hag e lavaras dezhañ: Galv ar Sunamitez. Hag he gervel a reas, hag hi a zeuas da gavout Elizea a lavaras dezhi: Kemer da vab.


Elizea a zistroas da C'hilgal. Bez' e oa un naonegezh er vro. Mibien ar brofeded a oa azezet dirazañ, hag e lavaras d'e servijer: Laka ar pod bras, ha poazh ur soubenn evit mibien ar brofeded.


Evel-se e c'hoarvezas gantañ: ar bobl a frikas anezhañ e-tal an nor, hag e varvas.


Ar vaouez-mañ eta, o vezañ savet, en doa graet hervez komz den Doue. Aet e oa, hi hag he ziegezh, da chom seizh vloaz e bro ar Filistined.


Galvet en deus ar gernez war an douar, ha torret holl sikour bara.


ar vro strujus en ul lanneg sall, abalamour da fallentez e annezerien.


Rak setu, en em lakaan d'ober an droug war ar gêr ma vez galvet va anv warni, ha c'hwi a vefe disamm dioutañ? Ne viot ket disamm, rak ar c'hleze a c'halvin war holl dud an douar, eme AOTROU an armeoù.


Pa dorrin deoc’h bazh ar bara, dek gwreg a boazho bara en ur forn hepken hag a roio deoc’h ho para dre bouez, hag e tebrot ha n’ho po ket ho kwalc’h.


Ha me am eus kaset deoc'h naeter a zent en hoc'h holl gêrioù, ha diouer a vara en hoc'h holl diez. Ha n'oc'h ket distroet ouzhin, eme an AOTROU.


Galvet em eus ar sec'hor war an douar ha war ar menezioù, war an ed, war ar rezin ha war an eoul, war gement a ro an douar, war an dud ha war al loened, war holl labour an daouarn.


Hag e vo krenoù-douar bras e meur a lec’h, naonegezhioù ha bosennoù. Traoù spouronus en em ziskouezo ha sinoù bras eus an neñv.


Rak ar re-se a vo deizioù a gastiz, evit ma’c’h erruo an holl draoù a zo skrivet.


Me a lavar deoc’h e gwirionez, bez’ e oa kalz a intañvezed en Israel en amzer Elia, pa voe serret an neñv e-pad tri bloaz ha c’hwec’h miz ha pa c’hoarvezas un naonegezh vras dre an holl vro.


Unan anezho, anvet Agabuz, a savas hag a zisklêrias dre ar Spered e vije un naonegezh vras dre an douar holl, ar pezh a erruas e gwirionez dindan Glaoda-Kezar.


C'hoarvezout a reas en amzer renadur ar varnerien, ma voe un naonegezh er vro. Un den eus Betlehem Juda a yeas da chom e maezioù Moab, gant e wreg hag e zaou vab.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos