Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




2 Rouned 7:16 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

16 Neuze ar bobl a yeas er-maez hag a breizhas kamp ar Siriz, e doare ma voe ur sea flour bleud evit ur sikl ha daou sea heiz evit ur sikl, hervez komz an AOTROU.

Ver Capítulo Copiar




2 Rouned 7:16
14 Referencias Cruzadas  

Elizea a lavaras: Selaouit komz an AOTROU: Evel-henn e komz an AOTROU: Warc'hoazh d'an eur-mañ, ur sea flour bleud a vo evit ur sikl, ha daou sea heiz evit ur sikl, e-tal dor Samaria.


Mont a rejont war o lerc'h betek ar Jordan, ha setu, an holl hent a oa goloet a zilhad hag a draoù o doa taolet kuit ar Siriz en o buander. Hag ar gannaded a zistroas da zisklêriañ ar c'heloù-se d'ar roue.


Evel-se Jozafad hag e bobl a zeuas da gemer o freizh, hag e kavjont e-touez ar c'horfoù marv pinvidigezhioù e-leizh ha traoù prizius, hag e kemerjont kement, ken ne voent ket evit o dougen. Hag e voent tri devezh o tastum ar preizh, rak bras e oa.


An Aotrou a ro da glevout e c'her, kannadezed ar c'heloù mat a zo un armead vras.


Rouaned an armeoù a dec'h. Tec'hout a reont, hag an hini a chom er gêr a ra lodennoù gant an diwisk.


Gwalleur dit, te hag a zistruj ha n'out ket bet distrujet, hag a douell ha n'out ket bet touellet! Pa vo echu ganit distrujañ e vi distrujet, ha pa vo echu ganit touellañ e vi touellet.


Da gerdin a zo distardet, ne c'hellont ket ken bezañ dalc'het gant ar wern, nag astenn al lien. Neuze e vo lodennet madoù ur breizhadeg vras, ar re gamm zoken a gemero o lodenn er skrapadeg.


Ho preizh a vo dastumet evel ma en em zastum ar biskoul, lammat a reor warnañ evel ma lamm ar c’hilheien-raden.


me a starta komz va servijer, me a beurc'hra kuzul va c'hannaded, me a lavar da Jeruzalem: Tud a vo o chom ennout, ha da gêrioù Juda: Savet e viot en-dro, adsavet e vo ho tismantroù glac'haret,


Doue n'eo ket un den evit gaouiadiñ, nag ur mab-den evit kaout keuz. Lavaret en deus, ha ne raio ket? Komzet en deus, ha ne gaso ket da benn?


An neñv hag an douar a dremeno, met va gerioù ne dremenint ket.


Mibien Israel a zistroas eus redek war-lerc'h ar Filistined, hag e preizhataas o c'hamp.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos