Ha setu ur profed a dostaas ouzh Akab roue Israel hag a lavaras: Evel-henn e komz an AOTROU: Hag ec'h eus gwelet an engroez bras-se? Setu ez an d'e lakaat hiziv etre da zaouarn, hag e ouezi ez on an AOTROU.
Neuze den Doue a dostaas hag a gomzas ouzh roue Israel o lavarout: Evel-henn e komz an AOTROU: Dre ma o deus lavaret ar Siriz: An AOTROU a zo un doue a venezioù ha nann un doue a draoniennoù, me a lakaio an holl engroez bras-se etre da zaouarn, hag e ouiot ez on an AOTROU.
Un intañvez, a-douez gwragez mibien ar brofeded, a grias da Elizea o lavarout: Da servijer va gwaz a zo marv, ha gouzout a rez penaos e touje da servijer an AOTROU. Hag ar c'hredour a zo deuet da gemer va daou vugel, evit ma vint sklaved.
Hag e teuas da gavout den Doue war ar menez, hag e krogas en e dreid. Gehazi a dostaas evit he fellaat, met den Doue a lavaras dezhañ: Lez-hi, rak hec'h ene a zo er c'hwervoni, hag an AOTROU en deus kuzhet-se ouzhin, n'en deus ket en disklêriet din.
Roue Israel a gase etrezek al lec'h m'en doa komzet den Doue diwar e benn ha disklêriet dezhañ, hag e oa war evezh. Kement-se a c'hoarvezas ouzhpenn ur wech ha div.
Unan eus e servijerien a lavaras dezhañ: N'eus hini ebet, o roue va aotrou! Met Elizea, ar profed a zo en Israel, a zisklêr da roue Israel ar c'homzoù a lavarez er gambr ma kouskez.
Diskuliadur Jezuz-Krist, roet dezhañ gant Doue evit diskouez d’e servijerien an traoù a dle c’hoarvezout prest, hag en deus kaset ha roet da anavezout dre e ael d’e servijer Yann,