Naaman a lavaras: Plij ganit kemer daou dalant. Hag e talc'has anezhañ da gemer, hag e lakaas daou dalant arc'hant e daou sac'h, gant daou zilhad nevez. Hag e roas anezho da zaou servijer, d'o dougen dirak Gehazi.
Azezañ a rejont eta hag e tebrjont o-daou, hag ec'h evjont, ha tad ar plac'h yaouank a lavaras d'an den: Mar fell dit tremen an noz, da galon a vo laouen.