Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




2 Rouned 5:23 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

23 Naaman a lavaras: Plij ganit kemer daou dalant. Hag e talc'has anezhañ da gemer, hag e lakaas daou dalant arc'hant e daou sac'h, gant daou zilhad nevez. Hag e roas anezho da zaou servijer, d'o dougen dirak Gehazi.

Ver Capítulo Copiar




2 Rouned 5:23
9 Referencias Cruzadas  

Kemer, me az ped, va frof a zo bet kinniget dit, rak Doue en deus va leuniet a c'hrasoù hag em eus a gement zo. Kement e talc'has warnañ ken en kemeras.


Neuze roue Israel a c'halvas holl henaourien ar vro hag a lavaras: Eveshait mar plij, gwelit penaos an den-se ne glask nemet droug. Kaset en doa da'm c'havout, evit kaout va gwragez, va mibien, va arc'hant ha va aour, ha ne'm boa ket o nac'het outañ.


Pa welent e oa kalz a arc'hant er c'hef, skrib ar roue a bigne gant an aberzhour-meur, hag e tastument hag e niverent an arc'hant en em gave e ti an AOTROU.


Met derc'hel a rejont warnañ betek ma vefe mezhek ha ma lavarfe: Kasit. Hag e kasjont hanter-kant den, a glaskas e-pad tri deiz, ha ne gavjont ket anezhañ.


Elizea a respontas: An AOTROU en em zalc'han dirazañ a zo bev! Ne gemerin netra. Naaman a zalc'has anezhañ da gemer, met ne fellas ket dezhañ.


Roue Siria a lavaras: Kae! Kae hag e kasin ul lizher da roue Israel. Hag ez eas, en ur gemer en e zorn dek talant arc'hant, c'hwec'h mil pezh aour ha dek dilhad nevez.


Unan anezho a lavaras: Plij ganit, me az ped, dont gant da servijerien. Eñ a respontas: Mont a rin.


Diougan diwar-benn loened ar c'hreisteiz. E douar an dristidigezh hag an enkrez, ma teu diouti al leonez hag al leon, an naer-wiber hag an naer loskus o nijal, e tougont war gein ezen o finvidigezhioù ha war dorgenn gañvaled o zeñzorioù, etrezek ur bobl na servijo dezho da netra.


o stignañ pechoù dezhañ hag o klask pakañ un dra bennak eus e c’henoù, evit e damall.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos