Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




2 Rouned 4:40 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

40 Hag e voe roet d'an dud-se da zebriñ, met raktal m'o doe debret eus ar soubenn-se, e krijont o lavarout: Den Doue, ar marv a zo er pod-se! Ha ne c'helljont ket debriñ.

Ver Capítulo Copiar




2 Rouned 4:40
11 Referencias Cruzadas  

Evel ma poazhe Jakob legumaj, Ezaü a zeuas eus ar maezioù hag e oa skuizh.


Hi a lavaras da Elia: Petra a zo etre me ha te, den Doue? Ha deuet out da'm zi evit degas din soñj eus va drougiezh, hag evit lakaat va mab da vervel?


Akazia a gasas un ofiser a hanterkantad all gant e hanter-kant den, a gomzas outañ o lavarout: Den Doue, evel-henn en deus lavaret ar roue: Hast buan diskenn!


Akazia a gasas un trede ofiser a hanterkantad gant e hanter-kant den. An trede ofiser-mañ a hanterkantad a bignas hag a zeuas, hag en ur blegañ war e zaoulin dirak Elia, e pedas anezhañ o lavarout: Den Doue, da bediñ a ran, ra vo prizius ouzh da zaoulagad va buhez ha buhez an hanter-kant den-mañ, da servijerien!


Neuze e kasas etrezek ennañ un ofiser a hanterkantad gant e hanter-kant den, a bignas d'e gavout. Ha setu, en em zalc'he war lein ar menez. An ofiser a lavaras dezhañ: Den Doue, ar roue en deus lavaret: Diskenn!


Unan bennak a yeas d'ar parkeier da zastum louzeier. Kavout a reas ur winienn ouez, hag e tastumas diwarni koulourdrennoù-moc'h gouez, leizh e wiskamant. Pa zistroas, e lakaas anezho a-dammoù e pod ar soubenn, rak ne ouient ket petra e oa.


Hag hi a lavaras d'he gwaz: Setu, gouzout a ran ez eo un den santel a Zoue, an hini a zeu dalc'hmat d'hon ti.


Met bremañ, pardon va fec'hed, me az ped, evit ar wech-mañ hepken, ha pedit an AOTROU ho Toue, evit ma pellaio diouzhin ar marv-mañ hepken.


Dont a rejont da Vara, met ne c'helljont ket evañ doureier Mara rak c'hwerv e oant. Setu perak al lec'h-se a voe galvet Mara.


kemer a raint an naered; mar evont un dra marvel bennak, ne raio ket a zroug dezho; lakaat a raint o daouarn war ar re glañv hag e vint yac’haet.


Moizez, den Doue, a vennigas mibien Israel dre ar vennozh da heul, kent mervel.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos