Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




2 Rouned 4:39 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

39 Unan bennak a yeas d'ar parkeier da zastum louzeier. Kavout a reas ur winienn ouez, hag e tastumas diwarni koulourdrennoù-moc'h gouez, leizh e wiskamant. Pa zistroas, e lakaas anezho a-dammoù e pod ar soubenn, rak ne ouient ket petra e oa.

Ver Capítulo Copiar




2 Rouned 4:39
9 Referencias Cruzadas  

Evel ma poazhe Jakob legumaj, Ezaü a zeuas eus ar maezioù hag e oa skuizh.


Kizellet e oa ar sedrez en em gave en diabarzh an ti, o tiskouez moulleürioù ha bleuñv difluket. Maen ebet ne veze gwelet, an holl a oa e sedrez.


Elizea a zistroas da C'hilgal. Bez' e oa un naonegezh er vro. Mibien ar brofeded a oa azezet dirazañ, hag e lavaras d'e servijer: Laka ar pod bras, ha poazh ur soubenn evit mibien ar brofeded.


Hag e voe roet d'an dud-se da zebriñ, met raktal m'o doe debret eus ar soubenn-se, e krijont o lavarout: Den Doue, ar marv a zo er pod-se! Ha ne c'helljont ket debriñ.


Un ene hep anaoudegezh n'eo ket un dra vat, hag an hini a hast buan war e dreid a bec'h.


Petra a oa c'hoazh d'ober da'm gwinienn, ha ne'm eus ket graet eviti? Perak, pa c'hortozen e rofe rezin, e roas blokadoù gouez?


Da blantet em boa evel ur winienn dispar, an holl blantennoù eus ur spesad gwirion, penaos ez out cheñchet evidon en ur winienn diavaeziat?


Eñ a respontas: Pep plantenn n’eo ket bet plantet gant va Zad a zo en neñv, a vo diwriziennet.


o lakaat evezh na ziouerfe den eus gras Doue. Ra ne vounto gwrizienn c’hwerv ebet en diavaez d’ho trubuilhañ, gant aon na vefe kalz lousaet gant kement-se,


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios