Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




2 Rouned 3:9 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

9 Evel-se ez eas roue Israel, roue Juda ha roue Edom, hag e kerzhjont e-pad seizh devezh. Met an dour a vankas evit ar c'hamp hag evit al loened a yae war o lerc'h.

Ver Capítulo Copiar




2 Rouned 3:9
16 Referencias Cruzadas  

ha lavarit: Evel-henn en deus lavaret ar roue: Lakait an den-mañ en toull-bac'h, ha bevit-eñ gant bara ar glac'har ha dour ar glac'har, betek ma tistroin e peoc'h.


Lemel a reas eus ar vro ar baotred oc'h en em reiñ d'ar gasterezh, ar re a oa chomet abaoe amzer Asa e dad.


Ne oa ket a roue en Edom, met ur gouarnour a oa besroue.


En triwec'hvet bloaz eus Jozafad roue Juda, e teuas Joram mab Akab da roue e Samaria. Ren a reas daouzek vloaz.


Roue Israel a lavaras: Siwazh! An AOTROU en deus galvet an tri roue-mañ evit o lakaat etre daouarn Moab.


Kas a reas da gavout Jozafad roue Juda, evit lavarout dezhañ: Roue Moab a zo en em savet a-enep din. Hag e teui ganin d'ar brezel a-enep Moab? Hag e lavaras: Mont a rin ganit. Me a raio eveldout, va fobl evel da bobl, va c'hezeg evel da gezeg.


Hag e lavaras: Dre beseurt hent e pignimp? Hag e respontas: Dre hent gouelec'h Edom.


En e amzer, en em savas Edom a-enep mestroniezh Juda, hag e lakajont warno ur roue.


Ha da holl servijerien, ar re a zo aze, a ziskenno da'm c'havout hag a stouo dirazon o lavarout: Kae kuit, te hag an holl bobl a zo war da lerc'h! Ha goude-se, me a yelo kuit. Moizez, droug ennañ, a guitaas ti Faraon.


Neuze Moizez a gasas Israel kuit eus ar Mor Ruz, hag ez ejont war-zu gouelec'h Shur. Hag e kerzhjont tri devezh er gouelec'h, ha ne gavjont ket dour.


Holl vodaden mibien Israel a yeas kuit eus gouelec'h Sin, oc'h heuliañ o beaj hervez gourc'hemenn an AOTROU . Hag e kampjont e Refidim, ha ne oa ket eno dour da evañ evit ar bobl.


Ne oa ket a zour evit ar vodadenn, hag en em savjont a-enep Moizez hag a-enep Aaron.


Perak hoc'h eus lakaet pobl an AOTROU da zont er gouelec'h-mañ, evit ma varvimp e-barzh, ni hag hol loened?


hag a gomzas a-enep Doue hag a-enep Moizez: Perak hoc'h eus graet deomp pignat eus an Ejipt evit mervel er gouelec'h? N'eus na bara na dour, hag hon ene a zo stamouzet gant ar bara dister-mañ.


Mont a rejont kuit eus Alush hag e kampjont e Refidim, e-lec'h na oa ket a zour da evañ evit ar bobl.


Barak a zastumas Zabulon ha Neftali e Kedesh. Dek mil den a gerzhas war e lerc'h, ha Debora a bignas gantañ.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos