Kas a reas da gavout Jozafad roue Juda, evit lavarout dezhañ: Roue Moab a zo en em savet a-enep din. Hag e teui ganin d'ar brezel a-enep Moab? Hag e lavaras: Mont a rin ganit. Me a raio eveldout, va fobl evel da bobl, va c'hezeg evel da gezeg.
Evel-se ez eas roue Israel, roue Juda ha roue Edom, hag e kerzhjont e-pad seizh devezh. Met an dour a vankas evit ar c'hamp hag evit al loened a yae war o lerc'h.