Setu, en em zalc'hin eno dirazout war ar roc'h en Horeb, te a skoio war ar roc'h, hag e teuio dour er-maez, hag ar bobl a evo. Moizez eta a reas evel-se dirak henaourien Israel.
N'o deus ket bet sec'hed p'en deus lakaet anezho da gerzhout dre ar gouelec'hioù, lakaet en deus da darzhañ evito dour eus ar roc'h, faoutet en deus ar roc'h ha ruilhet o deus an dourioù.