16 Hag e lavaras: Evel-henn e komz an AOTROU: Grit fozioù dre an holl draonienn-mañ.
Bremañ degasit din ur soner telenn. Hag evel ma sone ar soner, dorn an AOTROU a voe war Elizea.
Rak evel-henn e komz an AOTROU: Ne welot nag avel na glav, met an draonienn-mañ a vo leun a zour, hag ec'h evot, c'hwi, ho tropelloù hag ho loened.
Neuze e lavaras dezhi: Kae er-maez, goulenn listri digant da holl amezeien, listri goullo, ha na c'houlenn ket un niver bihan.