2 Rouned 22:4 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
4 Pign da gavout Hilkija an aberzhour-meur, ra gonto an arc'hant bet degaset e ti an AOTROU, hag a oa bet dastumet gant diwallerien an treuzoù digant ar bobl.
Joaz a lavaras d'an aberzhourien: An holl arc'hant santel a vez degaset da di an AOTROU, an arc'hant a bep den a dremen, an arc'hant a zle pep hini hervez ar prizadur bet graet, hag an arc'hant a zegas pep hini a-youl-vat e ti an AOTROU,
Shallum mab Kora, mab Ebjasaf, mab Kora, hag e vreudeur eus tiegezh Kora, ar Gorahiz, o doa karg ar servij eus diwaller treuzoù an deltenn. O zadoù o doa diwalet digor kamp an AOTROU .
Lakaat a reas, hervez urzh David, kevrennoù an aberzhourien hervez o servijoù, hag al Levited hervez o c'hargoù, evit meuliñ hag evit servijañ dirak an aberzhourien, hervez ar servij pemdeziek, hag ar borzhierien hervez o c'hevrennoù, ouzh pep dor; rak evel-se en doa gourc'hemennet David, den Doue.