Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




2 Rouned 22:1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

1 Eizh vloaz e oa Jozia pa zeuas da roue, hag e renas ur bloaz ha tregont e Jeruzalem. E vamm a oa anvet Jedida merc'h Adaja, eus Bozkad.

Ver Capítulo Copiar




2 Rouned 22:1
14 Referencias Cruzadas  

Hag e krias a-enep an aoter, a-berzh komz an AOTROU, hag e lavaras: Aoter, aoter, evel-henn e komz an AOTROU: Setu, ur mab a vo ganet e ti David, e anv a vo Jozia, lazhañ a raio warnout aberzhourien an uhellec'hioù a laka da vogediñ warnout, ha devet e vo warnout eskern tud.


Seizh vloaz e oa Joaz pa zeuas da roue.


Daouzek vloaz e oa Manase pa zeuas da roue, hag e renas pemp bloaz hag hanter-kant e Jeruzalem. E vamm a oa anvet Hefziba.


Ha pobl ar vro a lazhas an holl re o doa iriennet a-enep ar roue Amon, ha pobl ar vro a lakaas da roue e vab Jozia en e lec'h.


Sebeliet e voe en e vez e liorzh Uzza. Ha Jozia e vab a renas en e lec'h.


AOTROU, hon Aotrou! Pegen kaer eo da anv war an douar holl! Lakaet ec'h eus da veurdez dreist an neñvoù.


Gwalleur dit bro, a zo ur bugel da roue, hag a vez da briñsed o tebriñ adalek ar beure!


Ha tud yaouank a roin dezho da gabitened, ha bugale a reno warno.


Komz an AOTROU a voe disklêriet dezhañ e deizioù Jozia mab Amon roue Juda, d'an trizekvet bloaz eus e ren,


Met setu, mar en deus engehentet ur mab a wel an holl bec'hedoù en deus graet e dad, a ziwall diouto ha na ra ket kemend-all,


Komz an AOTROU a voe disklêriet da Sofonia mab Kushi, mab Gedalia, mab Ameria, mab Ezekiaz, en deizioù Jozia mab Amon, roue Juda.


Ezekia a voe tad da Vanase. Manase a voe tad da Amon. Amon a voe tad da Jozia.


Lakish, Bozkad, Eglon,


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos