Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




2 Rouned 2:9 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

9 Pa voent tremenet, Elia a lavaras da Elizea: Goulenn ar pezh a fell dit a rafen evidout, a-raok ma vin lamet diganit. Elizea a lavaras: Ra vo warnon, mar plij, ur muzul daougement eus da spered.

Ver Capítulo Copiar




2 Rouned 2:9
23 Referencias Cruzadas  

Oleviñ a ri ivez Jehu mab Nimshi da roue war Israel, hag Elizea mab Shafad, eus Abel-Mehola, da brofed ez lec'h.


Ro da'z servijer ur galon boellek evit barn da bobl, evit merzout etre ar mad hag an droug. Rak piv a c'hellfe barn da bobl, hag a zo ken bras?


Eus Salomon. O Doue, ro da varnedigezhioù d'ar roue, ha da reizhder da vab ar roue!


Echu eo pedennoù David, mab Jese.


En deiz-se, an AOTROU a ziwallo tud Jeruzalem, hag an hini dinerzhañ en o zouez a vo en deiz-se evel David, ha ti David a vo evel Doue, evel ael an AOTROU dirazo.


Distroit d'ar c'hreñvlec'h, prizonidi leun a esperañs! Hiziv zoken e lavaran deoc'h, me a roio dit div wech kemend-all.


Me a ziskenno hag eno e komzin ouzhit; kemer a rin eus ar spered a zo warnout da lakaat warno, evit ma tougint ganit karg ar bobl ha na zougi ket da-unan anezhi.


An AOTROU a ziskennas er goabrenn hag a gomzas outañ; kemer a reas eus ar spered a oa warnañ da lakaat war an dek henaour a tri-ugent. Pa en em lakaas ar spered warno, e profedjont, met ne gendalc'hjont ket.


Koulskoude e lavaran deoc’h ar wirionez, talvoudek eo deoc’h ez afen kuit, rak ma ne d-an ket kuit, ar Frealzer ne zeuio ket d’ho kavout. Met mar d-an kuit, e kasin anezhañ deoc’h.


Met resev a reot un nerzh pa zeuio ar Spered-Santel warnoc’h, hag e viot va zestoù e Jeruzalem, en holl Judea, e Samaria ha betek pennoù pellañ an douar.


Neuze e lakajont o daouarn warno, hag e resevjont ar Spered-Santel.


Met c’hoantait gant gred an donezonoù gwellañ. Hag emaon o vont da ziskouez deoc’h un hent eus ar c’hentañ.


Anavezout a raio mab an hini gasaet evit ar c'hentañ-ganet, hag e roio dezhañ ul lodenn doubl eus ar pezh en devo, rak hemañ eo frouezh kentañ e nerzh, an henañded a vo dezhañ.


Jozue mab Nun a oa leuniet gant ar Spered a furnez, rak Moizez en doa lakaet e zaouarn warnañ. Mibien Israel a sentas outañ hag a rejont hervez m'en doa an AOTROU gourc'hemennet da Voizez.


Ra vo an henaourien hag a c’houarn mat barnet dellezek eus un enor doubl, dreist-holl ar re a labour d’ar prezegerezh ha d’ar gelennadurezh.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos