Hag ez eas da vammenn an doureier, hag e taolas holen enni en ur lavarout: Evel-henn e komz an AOTROU: Yac'haet em eus an doureier-mañ, ha ne vint ken kiriek na da varv na da zifrouezhidigezh.
Setu perak, me a zo bev! eme AOTROU an armeoù, Doue Israel, Moab a vo evel Sodom ha mibien Ammon evel Gomora, ul lec'h goloet a linad, ur vengleuz holen, ur glac'har da viken. Nemorant va fobl o freizhataio, ha nemorant va broad o ferc'henno.
Abimelek a vrezelas a-enep kêr e-pad an holl zevezh-se, hag e tapas kêr, hag e lazhas ar bobl a oa enni. Goude-se e peurziskaras kêr hag e hadas holen warni.