Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




2 Rouned 2:19 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

19 Tud kêr a lavaras da Elizea: Setu, chomadenn er gêr-mañ a zo plijus, evel ma wel va aotrou, met an dour a zo fall hag an douar a zo difrouezh.

Ver Capítulo Copiar




2 Rouned 2:19
16 Referencias Cruzadas  

En e amzer, Hiel eus Betel a savas Jeriko. He soliañ a reas diwar-goust Abiram e vab kentañ-ganet, hag e lakaas he dorojoù diwar-goust Segub e ziwezhañ-ganet, hervez ar gomz en doa disklêriet an AOTROU dre Jozue mab Nun.


Ha n'eus ket bet lavaret da'm aotrou ar pezh am eus graet pa lazhe Jezabel profeded an AOTROU, kuzhet em eus kant profed an AOTROU, hanter-kant en ur c'hev hag hanter-kant en unan all, hag o maget gant bara ha dour?


Evel ma oa Abdia war an hent, setu Elia a zeuas war arbenn dezhañ. E anavezout a reas, hag e kouezhas war e zremm en ur lavarout: Ha te eo va aotrou Elia?


Hag e tistrojont d'e gavout da Jeriko, e-lec'h ma oa chomet. Eñ a lavaras dezho: Ha ne'm boa ket lavaret deoc'h: N'it ket?


Eñ a lavaras: Kasit din ul lestr nevez, ha lakait holen ennañ. Hag e kasjont dezhañ.


Dont a rejont da Vara, met ne c'helljont ket evañ doureier Mara rak c'hwerv e oant. Setu perak al lec'h-se a voe galvet Mara.


Ne vo ket ez pro gwreg o tiforc'hañ na gaonac’h. Leuniañ a rin niver da zeizioù.


An AOTROU a lavaras da Voizez: Lavar da Aaron: Kemer da wialenn hag astenn da zorn war doureier an Ejipsianed, war o stêrioù, war o gwazhioù-dour, war o lennoù, war o holl stankoù dour, evit ma teuint da vezañ gwad; hag e vo gwad dre an Ejipt holl, hag el listri-koad hag el listri-maen.


O AOTROU! Ro dezho... Petra a roi dezho? Ro dezho ur mammog a ziforc'h ha bronnoù sec'h!


Aaron a lavaras da Voizez: Da bediñ a ran, va aotrou, na laka ket warnomp ar pec'hed hon eus graet gant sotoni, ya pec'het hon eus.


An AOTROU a raio dit kreskiñ e madoù, e frouezh da gof, e frouezh da loened, e frouezh da zouar, er vro en deus touet an AOTROU da'z tadoù reiñ dit.


Ra vo an henaourien hag a c’houarn mat barnet dellezek eus un enor doubl, dreist-holl ar re a labour d’ar prezegerezh ha d’ar gelennadurezh.


Kêr a vo lakaet da verz, hi ha kement a zo enni, evit an AOTROU . Met Rahab ar c'hast a vevo, hi hag an holl re a vo ganti en ti, rak kuzhet he deus ar gannaded hor boa kaset.


En amzer-se, Jozue a douas o lavarout: Milliget ra vo dirak an AOTROU an den en em savo evit adober ar gêr-mañ, Jeriko. He diazez a lakaio diwar-goust e gentañ-ganet, hag he dorojoù diwar-goust e vab yaouankañ.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos