18 Hag e tistrojont d'e gavout da Jeriko, e-lec'h ma oa chomet. Eñ a lavaras dezho: Ha ne'm boa ket lavaret deoc'h: N'it ket?
Met derc'hel a rejont warnañ betek ma vefe mezhek ha ma lavarfe: Kasit. Hag e kasjont hanter-kant den, a glaskas e-pad tri deiz, ha ne gavjont ket anezhañ.
Tud kêr a lavaras da Elizea: Setu, chomadenn er gêr-mañ a zo plijus, evel ma wel va aotrou, met an dour a zo fall hag an douar a zo difrouezh.
O vezañ aet e Jeriko, e tremenas dre gêr.