Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




2 Rouned 13:4 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

4 Met Joakaz a aspedas an AOTROU, hag an AOTROU a selaouas outañ, rak gwelout a reas ar gwaskerezh war Israel, dre ma waske anezho roue Siria.

Ver Capítulo Copiar




2 Rouned 13:4
22 Referencias Cruzadas  

Doue a glevas mouezh ar bugel, hag ael Doue a c'halvas Agar diouzh an neñv hag a lavaras: Petra ac'h eus Agar? Na'z pez ket aon, rak Doue en deus klevet mouezh ar bugel aze, el lec'h m'emañ.


Ma ne vije ket bet em zu Doue va zad, Doue Abraham, an hini a zouj Jakob, ez pije bremañ va c'haset kuit dibourvez. Doue en deus sellet ouzh va glac'har ha labour va daouarn, hag en deus da rebechet en noz tremenet.


Hazael roue Siria en doa gwasket Israel e-pad holl vuhez Joakaz.


Met an AOTROU a reas trugarez dezho hag en doe truez outo, hag en em droas etrezek enno, abalamour d'e emglev gant Abraham, Izaak ha Jakob. Ne fellas ket dezhañ o distrujañ, ha, betek bremañ n'en deus ket o zaolet kuit a-zirak e zremm.


rak an AOTROU a welas e oa c'hwerv-kenañ glac'har Israel, ha ne vane den ken eus ar re a oa hualet nag eus ar re a oa frank, ha ne oa dieuber ebet evit Israel.


E bedenn, penaos e voe selaouet, e holl bec'hedoù hag e dorfedoù, al lec'hioù m'en deus savet uhellec'hioù, ha lakaet Asheraoù ha skeudennoù kizellet enno, a-raok en em izelaat, kement-se a zo skrivet e komzoù ar welourien.


Yunañ a rejomp eta, hag e pedjomp hon Doue evit kement-se, hag e selaouas ac'hanomp.


E bediñ a ri hag e selaouo ac'hanout, hag e seveni da ouestloù.


ha va asped en deiz da estrenvan: me a zieubo ac'hanout ha te a roio gloar din.


Pa lazhe anezho, e c'halvent anezhañ, en em lakaent da glask Doue.


An AOTROU a lavaras: Gwelet em eus enkrez va fobl a zo en Ejipt, klevet em eus ar garm a laoskont abalamour d'o gwaskerien, rak anavezout a ran o glac'haroù.


Bremañ setu, garmadeg mibien Israel a zo deuet betek ennon hag em eus gwelet ar gwaskerezh a c'houzañvont a-berzh an Ejipsianed.


AOTROU, en o estrenvan ez ejont da'z kavout, stlabezet o deus o c'hlemmoù pa'z eo bet da gastiz warno.


En o holl enkrezioù eo bet enkrezet, ael e zremm en deus o dieubet, eñ e-unan en deus o dasprenet en e garantez hag en e drugarez, o harpet en deus, o douget en deus en deizioù a wechall.


a lavar d'ar c'hoad: Te eo va zad, ha d'ar maen: Va ganet ec'h eus. Troet o deus o c'hein ouzhin ha nann o dremm, hag en amzer o gwalleur e lavaront: Sav ha savete ac'hanomp!


Va asped hag e respontin dit, hag e tisklêrin dit traoù bras ha kuzhet n'anavezez ket.


Ar bobl a zeuas da gavout Moizez hag a lavaras: Pec'het hon eus rak komzet hon eus a-enep an AOTROU hag a-enep dit. Ped an AOTROU ma pellaio diouzhomp an naered.


Mibien Israel a grias etrezek an AOTROU o lavarout: Pec'het hon eus a-enep dit ha servijet hon eus ar Baaloù.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos