An AOTROU a lavaras da Jehu: Dre ma ec'h eus graet ar pezh a zo reizh dirazon, ha ma ec'h eus graet da di Akab kement am boa em c'halon, da vibien a vo azezet war dron Israel betek ar pevare rumm.
D'ar seizhvet bloaz, Jehojada a gasas da gerc'hat ar pennoù a gantoù, an ofiserien hag ar rederien, hag o lakaas da zont d'e gavout e ti an AOTROU. Hag e reas emglev ganto, hag e reas dezho touiñ le e ti an AOTROU, hag e tiskouezas dezho mab ar roue.
Jozakar mab Shimead ha Jozabad mab Shomer, e servijerien, a skoas warnañ, hag e varvas. Hag e voe sebeliet gant e dadoù e kêr David. Hag Amazia e vab a renas en e lec'h.
Ober a reas ar pezh a zo fall dirak daoulagad an AOTROU, hag e kerzhas war-lerc'h pec'hedoù Jeroboam mab Nebad, en doa lakaet Israel da bec'hiñ drezo, ha ne zistroas ket diwarno.