34 Diwar-benn nemorant oberoù Jehu, kement a reas hag e holl gurioù, kement-se ha n'eo ket skrivet e levr danevelloù rouaned Israel?
Diwar-benn nemorant oberoù Salomon, kement a reas, hag e furnez, kement-se ha n'eo ket skrivet e levr oberoù Salomon?
Diwar-benn nemorant oberoù Jeroboam, penaos e reas ar brezel ha penaos e renas, kement-se a zo skrivet e levr danevelloù rouaned Israel.
Diwar-benn nemorant oberoù Roboam ha kement a reas, kement-se ha n'eo ket skrivet e levr danevelloù rouaned Juda?
Diwar-benn nemorant oberoù Akazia ha kement a reas, kement-se ha n'eo ket skrivet e levr danevelloù rouaned Israel?
adalek ar Jourdan betek ar sav-heol, holl vro Galaad, ar C'hadiz, ar Rubeniz, ar Vanasiz, hag adalek Aroer war froud Arnon betek Galaad ha Basan.
Jehu a c'hourvezas gant e dadoù, hag e voe sebeliet e Samaria. Ha Joakaz e vab a renas en e lec'h.
Diwar-benn nemorant oberoù Joaz ha kement a reas, kement-se ha n'eo ket skrivet e levr danevelloù rouaned Juda?
Diwar-benn nemorant oberoù Joakaz, kement a reas hag e gurioù, kement-se ha n'eo ket skrivet e levr danevelloù rouaned Israel?