Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




2 Rouned 1:9 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

9 Neuze e kasas etrezek ennañ un ofiser a hanterkantad gant e hanter-kant den, a bignas d'e gavout. Ha setu, en em zalc'he war lein ar menez. An ofiser a lavaras dezhañ: Den Doue, ar roue en deus lavaret: Diskenn!

Ver Capítulo Copiar




2 Rouned 1:9
22 Referencias Cruzadas  

Hi a lavaras da Elia: Petra a zo etre me ha te, den Doue? Ha deuet out da'm zi evit degas din soñj eus va drougiezh, hag evit lakaat va mab da vervel?


An AOTROU da Zoue a zo bev! N'eus na broad na rouantelezh ma n'en deus ket kaset va aotrou da'z klask. Ha pa veze lavaret: N'emañ ket amañ, e lakae da douiñ ar rouantelezh pe ar vroad na c'helled ket da gavout.


rak pa zistrujas Jezabel profeded an AOTROU, Abdia a gemeras kant profed hag o c'huzhas, hanter-kant en ur c'hev hag hanter-kant en unan all, hag o magas gant bara ha dour.


Akab a bignas evit debriñ hag evañ. Met Elia a bignas war-lein Menez Karmel, hag o plegañ d'an douar, e lakaas e zremm etre e zaoulin,


Jezabel a gasas ur c'hannad etrezek Elia, da lavarout dezhañ: Ra raio an doueoù din hervez o brasañ rustoni, ma ne lakaan ket da ene warc'hoazh d'an eur-mañ evel ene unan anezho.


Roue Israel a lavaras da Jozafad: C'hoazh ez eus un den a c'heller goulenn ali digant an AOTROU drezañ, met e gasaat a ran, rak ne vez profedet gantañ mad ebet diwar va fenn, met atav an droug: Mika mab Jimla eo. Jozafad a lavaras: Ra ne gomzo ket ar roue evel-se!


Mont a reas ac'hane da Venez Karmel, a-belec'h e tistroas da Samaria.


Evel-se ez eas kuit hag e teuas etrezek den Doue da Venez Karmel. Kerkent ha ma welas den Doue anezhi, a-bell, e lavaras da C'hehazi e servijer: Setu aze ar Sunamitez!


hag o degaset em eus da di an AOTROU, e kambr mibien Hanan, mab Jigdalia, den a Zoue, an hini a oa e-kichen kambr ar pennoù, a-us da gambr Maaseja mab Shallum, diwaller an treuzoù.


Hag Amazia a lavaras da Amoz: Diouganer, kae, tec'h da vro Juda, debr eno da vara, hag eno e tiougani.


Rak Herodez en doa kaset da gemer Yann hag en doa e ereet ha lakaet er prizon abalamour da Herodiaz, gwreg Filip e vreur,


o lavarout: Diougan deomp, Krist, piv eo an hini en deus skoet ganit?


O vezañ gweet ur gurunenn spern, e lakajont anezhi war e benn, gant ur gorzenn en e zorn dehou, hag, o plegañ o glin dirazañ, e raent goap anezhañ o lavarout: Salud, Roue ar Yuzevien!


Ar re a dremene dre eno a lavare dismegañsoù dezhañ, o hejañ o fenn hag o lavarout: He! Te hag a ziskar an templ hag en adsav e tri devezh,


Ra ziskenno ar C’hrist, roue Israel, bremañ eus ar groaz, abalamour deomp d’e welout ha ma kredimp. Hag ar re a oa kroazstaget gantañ a lavare ivez dismegañsoù dezhañ.


E ziskibien Jakez ha Yann, o welout-se, a lavaras: Aotrou, fellout a ra dit e lavarfemp ma tiskennfe an tan eus an neñv evit o deviñ, evel ma reas Elia?


reoù all a dremenas dre amprouenn ar goaperezhioù hag ar skourjez, an ereoù hag ar prizon,


Pa voe lavaret kement-se da Saül, e kasas tud all, a brofedas ivez. Ha Saül a gasas tud all evit an deirvet gwech, hag e profedjont ivez.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos