Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




2 Rouned 1:11 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

11 Akazia a gasas un ofiser a hanterkantad all gant e hanter-kant den, a gomzas outañ o lavarout: Den Doue, evel-henn en deus lavaret ar roue: Hast buan diskenn!

Ver Capítulo Copiar




2 Rouned 1:11
13 Referencias Cruzadas  

Elia a respontas o lavarout da ofiser an hanterkantad: Mard on un den Doue, ra ziskenno an tan eus an neñvoù, ha ra lonko ac'hanout gant da hanterkantad. Hag an tan a ziskennas eus an neñvoù hag a lonkas anezhañ gant e hanterkantad.


Elia a respontas o lavarout: Mard on un den Doue, ra ziskenno an tan eus an neñvoù, ha ra lonko ac'hanout gant da hanterkantad. Ha tan Doue a ziskennas eus an neñvoù hag a lonkas anezhañ gant e hanterkantad.


Ar priñs a selaou ar gaou, hag e holl servijerien a zo drouk.


AOTROU, da zorn a zo savet uhel, ne welont ket anezhañ, met mar gwelont da c'hred evit da bobl, neuze e vint mezhekaet, hag an tan miret evit da enebourien a lonko anezho.


Binvioù an toueller a zo fall; korvigelloù a ijin evit koll gant gevier ar re c'hlac'haret, zoken pa gomz reizh ar paour.


AOTROU! Ha n'eo ket ouzh ar wirionez e sell da zaoulagad? Skoet ec'h eus warno, ha n'o deus poan ebet. Kuzumiñ a rez anezho, ha ne fell ket dezho degemer ar gentel. Kaledet o deus o dremm muioc'h eget ur roc'h, ha nac'het o deus distreiñ.


An deiz war-lerc'h, holl vodadenn mibien Israel a c'hrozmolas a-enep Moizez hag Aaron o lavarout: Lakaet hoc'h eus pobl an AOTROU d'ar marv!


Neuze Herodez, o welout o doa ar majed graet goap anezhañ, a voe en ur gounnar vras hag a gasas da lazhañ e Betlehem hag en e vro a-bezh an holl vugale a zaou vloaz ha yaouankoc’h, hervez an amzer en doa goulennet gant preder digant ar majed.


Neuze e sellot. Mar pign etrezek Bet-Shemesh, dre hent an harz, eo an AOTROU an hini en deus graet deomp an droug bras-se. Ma ne ra ket, e ouezimp n'eo ket e zorn en deus skoet warnomp, met eo c'hoarvezet kement-mañ ganeomp dre zarvoud.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios